N’oa ket gwall bell abaoe m’edont e koad Keryann ; amzer o doa bet hepken d’en em renkañ a-hed ar c’hleuz, ha da ober pep a riboulig da veg o fuzuilhoù, dre greiz ar c’harzh, evit gellout gwelet mat en hent-bras, pa glevjont o tont diouzh tu Konk ur chaok hag ur cholori ker skiltrus ha youc’herezh paotred ar Sabad, en nozvezh m’o doa kaset ganto ur c’hemener da goaniañ, en ur foennog distro, leun a lagennoù.
Ur blijadur oa gwelet penaos en em renkent du-hont, pep hini hervez e demz-spered.
Ar pemzektez kentañ a oa bet tremenet oc'h ober anaoudegezh gant ar burevioù, ar stalioù koñvers, hag ivez gant an dud all, ha neuze o renkañ pep tra evit al labour.
Ma renket he deus e-touez ar boliserion vat ha fin dre eno.
Evel ma c'hoarvez atav ganit ha gant da verc'h e renkit pep tra hoc'h-unan dic'houzvez din.
Tuioù mat an dachenn : kognoù, lec'hioù da stagañ ur giton ha peseurt ment a vo da hemañ, peulioù ha kaelioù d'en em chadenniñ oute, burevioù da zerc'hel a-raok re all -peogwir int arouezius, pouezus e-barzh mont en-dro al lec'h peotramant peogwir e vez renket teuliadoù prevez enne ha ne blijo ket d'hoc'h enebourien gouzout emaoc'h e[-]kichen...- [...]
Lavaret em eus da'm eilerion e roe tro deomp da ober un tamm renkañ er rann.
Mots précédents
Mots suivants
renkell