Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. B. A. 1. Renkenn. Eno e vez lakaet ar soudarded war ziv renk. & Trl. Bezañ, mont, en em lakaat war ar renk : lakaat e anv evit bezañ dilennet da-geñver ur vouezhiadeg. Atav e roont o mouezhioù d'ar mirour zo war ar renk. & Tr. adv. A-RENK, WAR-RENK : renket war ul linenn an eil e-kichen egile. An dud a oa bet lakaet a-renk a-hed ar c'hleuz. 2. Stad, rummad. Erru omp e renk ar re gozh. Dre o c'hrizder int en em lakaet war renk al loened. & Ent strizh Renkad. Bezañ lakaet e renk an noblañs, ar vourc'hizien. Renk ar re baourañ. Delc'her d'e renk : ober hervez ma tere da dud e renkad. Chom en e renk : bevañ hervez ma tere da dud e renkad. DHS. kendere. B. Lec'h dalc'het gant ub., udb. en un heuliad. Lezel a reas e renk ganto. Ret eo dit difenn da renk. Reiñ a reas e renk dezhi da ganañ. Er renk kentañ emañ. & Tr. adv. DIOUZH RENK, RENK-HA-RENK : an eil diouzhtu war-lerc'h egile hep troc'h. Teir eurvezh diouzh renk e oa bet amañ. Evet en deus pemp banne diouzh renk. C. 1. Pezh zo da vezañ renket, kempennet. Meneg a voe gantañ eus ar renkoù hag an divizoù hor boa d'ober. 2. Trl. Ober e renk war ub. : e lakaat da sentiñ. & Dre zismeg OBER E RENKOÙ : ober diouzh e benn e-unan. & Bezañ ar mestr, ren, gouarn en un doare kriz ha hep harz. Arabat lezel an den-se d'ober re e renkoù amañ. Ar roue-se eo a voe ar c'hentañ a glaskas ober e renkoù er vro. HS. lezenniñ. & Ober e renkoù da ub. : e lakaat da sentiñ. Petra, an holl a glasko enta ober din-me o renkoù ? II. H.b. 1. Trl. skeud. (er stumm nac'h prl.) NA GAOUT RENK, NA GAOUT A RENK D'OBER UDB. : na gaout tro pe gwir d'e ober. N'o do ket a renk da lavaret ger ebet. Bremaik e vo tremenet e dra ha n'en do ket a renk da gomz ken. N'en deus ket bet a renk da ziskuizhañ. HS. droed, urzh. 2. Dere. Tud a renk (uhel). 3. Ober un tamm renk d'udb. : e renkañ, e zresañ. Ober un tamm renk d'an ti. Ober un tamm renk d'ar c'heflusker a-raok mont kuit. 4. Tro. Gortoz renk : gortoz e dro. DHS. a-renk, direnk, eilrenk.

Exemples historiques : 
39
Masquer la liste des exemples

ar gentañ [eus peder bazenn skeul an neñv] eo inosanted hec'h holl euvroù[,] an eil eo naeteri a galon[,] [an] drede eo disprizañs a vanite[,] ar bedervet eo gwirionez a gomzoù; pere degrezioù a laka an profet diouzh renk ouzh lavaret : Piv a bigno e menez an Aotrou, etc. ?

1576
Référence : Cath p3-4

dioc'h renk

1659
Référence : LDJM.1 pg (par) tour (tour a tour)

dioc'h renk

1659
Référence : LDJM.1 pg (dioc'h) renc

plantañ a renkoù

1659
Référence : LDJM.1 pg aligner

renk

1659
Référence : LDJM.1 pg rang

abalamour d'e garg, ha d'e renk

1732
Référence : GReg pg (en) égard (à sa dignité)

diouzh an oad a resevidigezh e roer e garg da bep unan

1732
Référence : GReg pg ancienneté

diouzh an añsianded ez a ar renk

1732
Référence : GReg pg ancienneté

renkoù

1732
Référence : GReg pg classe (distinction des personnes, ou des choses), condition

aotored eveus ar c'hentañ renk ; ha re all eveus ur renk izeloc'h

1732
Référence : GReg pg classe (des Auteurs de premieres Classes ; & d'autres d'une Classe au dessous)

renk

1732
Référence : GReg pg condition

renkoù

1732
Référence : GReg pg condition

un den eus e renk

1732
Référence : GReg pg (un homme de sa) condition

lakaat e renk an doueed

1732
Référence : GReg pg deifier (terme du paganisme)

renk

1732
Référence : GReg pg classe (distinction des personnes, ou des choses), condition (sang, naissance)

renkoù

1850
Référence : GON.II pg reñk

chomit en ho renk

1850
Référence : GON.II pg reñk

kerzhout a raent diouzh renk

1850
Référence : GON.II pg reñk

renk

1850
Référence : GON.II pg reñk

Ar soudarded, pep hini en e renk, a lamm warnomp ; skeiñ a reont a-gleiz hag a-zehou, kas a reont tud d’an traoñ, toullgofiñ a reont hemañ, dallañ a reont henhont, terriñ a reont e c’har da un all...

1877
Référence : EKG.I. p.270-271

Distro d’e gambr an Aotrou de la Marche a c’houlennas digant ar veleien hag an dud a renk uhel eus a Gastell a yoa holl en em zestumet en eskopti, petra en doa da ober.

1877
Référence : EKG.I. p.13

Gouzout a reer n’oc’h ket c’hwi kennebeut eus a ouenn ar re zisterañ : ho tud-kozh a yoa lakaet e Gwinevez, hag e tro-war-dro, e renk an noblañs. Nad it ket ’ta d’en em izelaat, pa ne dalv ket ar boan.

1878
Référence : EKG.II p.66

An [a]otro[u] Des Cognets, hag an [a]otro[u] Charles Vallée, a zo bet pedet da‘n em lakat war ar renk.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Mes, [A]otrone[z] int, a lâr darn !!! [A]otrone[z], a lâran-me ive[z] ! Hag an daou all a zo 'n em laket enep de[zhe] war ar renk, n’int ket [A]otrone[z] ive[z] ? Sellet ‘ta deus o levitenno[ù] !

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Diouzh renk e roan anezho dre m’o deus en em warlerc’hiet, o teraouiñ dre an henañ hag o tibenniñ dre an nesañ deomp : Senodonnos, Senorix, Senokondos, Kavaros, Matidonnos, Epatix, Marotigernos, Tigernomagalos, Eparios (1).

1923
Référence : SKET p.85

e renkoù a ra er vro-se

1931
Référence : VALL autorité

Me a oa er renk kentañ, e-kichen ar bersoned diwar-dro, em zu dehou Kaou an Ourz, rener ar « C’hourrier du Finistère », a Vrest, hag em zu kleiz, Pêr Pronost, kazetenner ivez e Brest.

1944
Référence : EURW.1 p.95

Ne gaven ket se dereat etre bugale, o dije dleet bezañ war ar memes renk.

1944
Référence : EURW.1 p32

Deskiñ mat ha buan a raen ; e diwezh ma eizhvet em boa an « excellence » hag er bloavezhioù goude e talc'his atav ar renk kentañ pe an eil.

1944
Référence : EURW.1 p39

Ar « ravolt » a veze leuskel a-gevret, war ar renkoù, bep a c'hwitelladenn ; er studi, skeiñ a-gevret gant ar botoù-koad war ar pleñchod ; er refektouer, pa zisplije ar boued, boudal pe vouboual hep digeriñ ar genoù, evel un hed-gwenan o sevel.

1944
Référence : EURW.1 p40

Evit echuiñ ganto, me ‘lavaro raktal e chomis en ti-se e-pad daou vloaz diouzh renk, e oa an itron Lotton ur vamm evidon, e tigase din daou vi bep mintin em gwele, e oan pedet d’ar goañv da vont da dommat ouzh e zan ha lakaet ganti ur manac’h din em gwele ; […]

1944
Référence : EURW.1 p.137-138

Fouge a ao ennomp, an deiz war-lerc’h, o lenn war ar c’hazetennoù pemdeziek e oa bet digemeret kannaded Breizh nevez, gant ar pennrener, war an hevelep renk gant tud-e-karg ar c’houarnamant, ar verdeadurezh, an arme.

1944
Référence : EURW.1 p.201

Person paour, c'hwi zo ranezenn / Rak al louarn fin o nec'hiñ. P'ho kweler e renk an ezen / Hag ho sikour 'vefe pec'hiñ [?]

1960
Référence : PETO p31-32

Er marvailhoù bugale e konter a-wechoù e vez bet kiliet unan bennak, hag e tihun hemañ seizh vloaz goude, met peadra a oa d'en em c'houlenn hag-eñ ne oa ket chomet hor bagad tud en e bezh da gousket e-pad div nozvezh hag un devezh diouzh renk.

1985
Référence : DGBD p39

War ar renk uhelañ, hon treser a veze paeet 350 lur ganeomp. An holl a veze bevet war ar marc'had.

1985
Référence : DGBD p76

Daoust ma kemerer abeg hiziv an deiz en doare m'en doa lezet re laosk ar c'habestr war e ijin p'en doa renevezet savadurioù zo - diouzh spered ar mare e oa hag hevelep tamalloù a voe graet da Gervarkêr evit Barzhaz Breizh - e ranker lavarout en doa savetaet meur a savadur a renk kentañ.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 19

Goude 1968 e oa bet krouet un aridennad implijoù sternidi a-renk etre gant goproù izel pe mat a-walc'h met un "dalvoudegezh" ouzhpenn dezhe.

2015
Référence : DISENT p153

Ha neoazh, aon en doa. A-wechoù, p'en em gave en e genkiz bras en Nottinghamshire, o tegemer ar baotred yaouank kran eus e renk a oa e gompagnuned pennañ hag o sebezañ ar gontelezh a-bezh gant moed gadal ha splannded dispar e zoare bevañ, e tileze e gouvidi a-greiz-holl hag e tistroe da Londrez a-benn-herr evit bezañ sur ne oa ket bet stoket ouzh an nor hag e oa c'hoazh al livadur en e blas.

2015
Référence : POLDG p. 223

Deuet e oa tri devezh diouzh renk hag e gavout a raen er gêr bep abardaez pa zeuen en-dro eus al labourva.

2015
Référence : EHPEA p58

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux