Er marvailhoù bugale e konter a-wechoù e vez bet kiliet unan bennak, hag e tihun hemañ seizh vloaz goude, met peadra a oa d'en em c'houlenn hag-eñ ne oa ket chomet hor bagad tud en e bezh da gousket e-pad div nozvezh hag un devezh diouzh renk.
War ar renk uhelañ, hon treser a veze paeet 350 lur ganeomp. An holl a veze bevet war ar marc'had.
Daoust ma kemerer abeg hiziv an deiz en doare m'en doa lezet re laosk ar c'habestr war e ijin p'en doa renevezet savadurioù zo - diouzh spered ar mare e oa hag hevelep tamalloù a voe graet da Gervarkêr evit Barzhaz Breizh - e ranker lavarout en doa savetaet meur a savadur a renk kentañ.
Goude 1968 e oa bet krouet un aridennad implijoù sternidi a-renk etre gant goproù izel pe mat a-walc'h met un "dalvoudegezh" ouzhpenn dezhe.
Ha neoazh, aon en doa. A-wechoù, p'en em gave en e genkiz bras en Nottinghamshire, o tegemer ar baotred yaouank kran eus e renk a oa e gompagnuned pennañ hag o sebezañ ar gontelezh a-bezh gant moed gadal ha splannded dispar e zoare bevañ, e tileze e gouvidi a-greiz-holl hag e tistroe da Londrez a-benn-herr evit bezañ sur ne oa ket bet stoket ouzh an nor hag e oa c'hoazh al livadur en e blas.
Deuet e oa tri devezh diouzh renk hag e gavout a raen er gêr bep abardaez pa zeuen en-dro eus al labourva.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
renkad