Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Pezh a ya d'ober ur renkenn. Ur renkennad levrioù. Renkennadoù tiez kozh a-hed ur straed. Renkennadoù gwez.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

renkennad bleunioù

1931
Référence : VALL pg bordure (de fleurs)

Betek eno ne raen ket a wad fall : ur veaj evel un all e oa houmañ din, an hent a oa hir, al laboused a gane er c'hleuzioù, tud a laboure er parkoù, kêr Wengamp a oa brav da welout gant he renkennadoù tier a dri estaj...

1944
Référence : EURW.1 p30

Ar jardin garrezek a oa moredet, e-harz treid ar c'hloareg yaouank, hag hi sioul meurbet, etre peder renkennad reizh pileroù mein ar c'hloastr.

1949
Référence : SIZH p.44

Pa chomas trumm a-sav, hag eñ gant e dorch en e zorn hag e skubellig-blu [sic] dindan e gazel, ha treiñ dre greiz-tre div renkennad skebell, war-du an tu dehou.

1949
Référence : SIZH p. 37

E gwaskoù ar vein e kresk renkennadoù paletuvez, ha seul gaeroc'h eo gwaregoù ruz o gwrizioù ma n'int ket amañ korvigellet an eil en eben.

1985
Référence : DGBD p129

gorrek e vezan o vale, d'ar seurt mareoù, pa vez ganin falz ha sae, etre div renkennad peulioù simant distank, ogham skrivet war ar c'herioù anezho, ar c'herioù troet diouzh ma zu, hag eus an eil peul d'egile ez eus orjalennoù a zo o nijal warno en avelig slipoù ha brennidennoù, gwenn, glas ha gwer, gwer, glas ha gwenn.

1992
Référence : EAZB p.126

Evit ar pezh eo an uhelder, renkennadoù mein kentañ ar begoù-tour a oa en o flas.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 20

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux