Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. RESPONT UDB. (DA UB.) : reiñ an dra-se da c'houzout d'an hini en deus savet ur goulenn, dre gomz pe dre skrid. "An dra-se zo din", a respontas e c'hoar. Petra ac'h eus respontet dezhañ ? An den ne respontas ger. 2. Respont udb. ouzh tamalloù, rebechoù : reiñ un arguzenn d'en em zifenn. Petra a respontit ouzh kement-mañ ? B. 1. Distreiñ, teurvezout distreiñ komzoù ouzh ar pezh zo bet lavaret gant ub. all. Respontit ac'hanon ! Ne responte den anezhañ. Respont ub. [1878] 2. Respont lizher ub. : diskrivañ dezhañ. Warc'hoazh e vanko din respont an holl lizheroù. C. (gant un dalvoudegezh relijiel dh.) Klokaat ur gomz bnk. da-heul ub. Ar vugale a respont holl : "Amen". II. V.k.d. 1. RESPONT DA UB. : ober ur respont dezhañ. Respontet en deus d'e dad. & Respont d'ul lizher : diskrivañ d'ur c'henskriver. 2. Respont da, ouzh (komzoù, sonioù) : klokaat (komzoù, sonioù) war-lerc'h ub. Respont d'ur bedenn. Respont ouzh grasoù. Ni a respont ouzh ar pezh en deus lavaret an hini kentañ. & Dre ast. An heklev a responte dezhañ. 3. Respont diouzh ub., udb. : bezañ atebek warnañ. III. V.g. 1. Reiñ ur respont. A-bouez-penn e respontjont. 2. Bezañ atebek. Evel merour ar gelaouenn en defe da respont evit kement pennad a vefe embannet enni.

Exemples historiques : 
38
Masquer la liste des exemples

respont

1499
Référence : LVBCA p175 (respondre)

6. Pan he devoe disputet kalz doktamant ar mister a'n inkarnation a vab Doue, Kezar a voe meurbet ebaiset, ha ne c'halle ket respont dezhi[.]

1576
Référence : Cath p8

An sanktez a respontas : [«] Skrivet eo na zle den en em veuli nag ivez en em vituperiñ ; an dra-se a gustum an dud sot da ober hag an re travailhet gant vanegloar[. »]

1576
Référence : Cath p9

Hag ez respont un [bennak] o lavaret: an [hini] inosant a zaouzorn hag an hini a vezo naet a galon &c.

1576
Référence : Cath p4

18. Mari, ma spered da gentañ, / A zifennot, pa ho pedan, / Pan deuy an devezh diwezhañ, / Ma renkin respont ha kontañ.

1622
Référence : Do. p64

respont

1659
Référence : LDJM.1 pg rebequer, repliquer, respondre

respont an eil da egile

1732
Référence : GReg pg (s') entre-repondre

din-me eo da respont

1732
Référence : GReg pg appartenir

respont d'ar boan a gemerer gantañ, a lakaer war e dro

1732
Référence : GReg pg correspondre (agir reciproquement; répondre aux soins que l'on prend)

Ne respont ket d'ar boan a gemeran gantañ, d'an intañsion vat am eus evitañ

1732
Référence : GReg pg (il ne) correspond (pas à mes bons soins, à mes bonnes intentions)

respont

1850
Référence : GON.II.HV pg respouñta

na respontas ket

1850
Référence : GON.II.HV pg respouñta

O ! nann, emezañ, o respont dezhañ e-unan, hag en ur ober ur c’hoarzhadenn yudaz, me ankounac’haat ar chouanted a zo bet ker kriz em c’heñver ? Nann, nann.

1877
Référence : EKG.I. p.144

A-benn ur pennad e klevjod ar c’hilheien o kanañ, hag oc’h en em respont eus an eil klud d’egile ; gervel a raent an deiz, hag a-barzh nemeur e weljod an oabl o tarzhañ war-zu ar sav-heol.

1877
Référence : EKG.I. p.130

An hini en deus respontet dezhañ e oferenn diwezhañ, a-raok kuitaat e eskopti, a zo c’hoazh e buhez.

1877
Référence : EKG.I. p.27

Den na deuas er-maez eus e di ; ne voe ket zoken kavet ur bugel da respont ouzh an oferenn.

1877
Référence : EKG.I. p.231

Mont a rejomp holl d’en em heul en ur ganañ a-unan, hag oc’h en em respont pep eil koublad, an eil bandenn d’eben : [...].

1877
Référence : EKG.I. p.267

Perak em boe aon ? Ne oufen ket er lavaret ; me ’gred e oa abalamour ma ne responte den ac’hanon ha ma welen an ti du diabarzh.

1878
Référence : EKG.II p.41-42

Ha, pa guzulien Esumopas, an drouiz en deus diskuliet din an danevell-mañ, pa c’houlennen outañ ha na vije ket a dermen da boan an div c’hoar gablus, e respontas o doa Kadra ha Daga, dre zievezh ha sempladurezh, torret an div Lezenn [b]ennañ e bed an dud hag an doueed, da lavarout eo al Lezenn o tifenn ouzh merc’hed ar Ouenn glan ha kaer ha santel dreist d’ar re all en em lezel da vezañ saotret gant gwazed ar gouennoù all, hag al Lezenn o c’hourc’hemenn d’ar merc’hed gouestlet d’an Heol dioueriñ pep karantez douarel ha mirout dinamm o gwerc’hded diouzh skouer an nav merc’h skedus eus an Neñv, merc’hed Belenos ; gant-se, n’en dije ar c’hastiz anezho termen all ebet nemet fin ar bed ha marv an dud hag an doueed.

1923
Référence : SKET p.116

— Ar per-se, marteze, a oa kouezhet o-unan ez kinou ? Gir ebet. — Respont, mabig, ne vo ket graet a zroug dit, ma vezez fur… Lavar ar wirionez. N’out ket bet er wezenn ?

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

Bez' e respontor e c'hell an diskleriadur talvezout izeloc'h ivez: marteze ez eus eno kompezennoù sersoc'h ha koshoc'h c'hoazh, peurzianav en abeg d'an diouer a sontadegoù.

1943
Référence : TNKN p71

Berthou ha me a voe karget da respont dezho.

1944
Référence : EURW.1 p.190

— « Da belec’h emaout o vont, Job ? » — « Da genderc’hel gant an dic’harzh am eus boulc’het dec’h », a respontas eñ.

1944
Référence : ATST p.68

— « Alo, respontit 'ta, neb en deus ar simbolenn ! » Grik ebet c'hoazh.

1944
Référence : EURW.1 p21

Pa voemp erru e Lourd e tiskennjomp er memes ostaleri ; sevel a raen mintin-mat da vont da respont an oferenn da hini pe hini anezho.

1944
Référence : EURW.1 p76

Bremañ e chomit aze hep lavarout grik… Respontit ’ta, pe kemerit bep a volenn : ar varrikenn sistr a zo aze, gouzout a rit, e-tal ar gwele.

1944
Référence : ATST p.29

Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.

1944
Référence : EURW.1 p5

PENNAD KENTAN Raklavar — « Piv an desketañ en ti ? » — « Me, a respontas ar c’hi. »

1944
Référence : ATST p.7

Ma c’houlennan eta diganeoc’h piv eo an desketañ en ti, ne vezin respontet na gant ki na gant kazh, evel en amzer gozh.

1944
Référence : ATST p.9

Na respontit ket holl asambles, na, kennebeut, diouzhtu, nemet goude bezañ taolet evezh bras er pezh a vezo bet goulennet diganeoc’h.

1944
Référence : ATST p.9

Merañ a rae ar breur Arturo e c'houriz gwenn plañsonet, hep respont.

1949
Référence : SIZH p.45

- Ave, Maria Purissima ! eme ar manac'h, a vouezh izel, en ur groaziañ e zaouarn war e gof. - Amen ! a respontas eben.

1949
Référence : SIZH p.37

Gaid Kêrlennou, deuit hepdale / Ma oferenn din da respont, / Rak d'he lâret, em gwall ari, / Ret eo ' teufec'h d'am darbariñ.

1960
Référence : PETO p64

Paouez gant da glemmuskadenn / Ha respont d'am atersadenn.

1960
Référence : PETO p46

Pa ne fell dit anzav an dra, / Pa respontez n'ouzout netra, / E rankan, trumm, hep gortoz ken, / Az kas emberr d'ar prizon yen.

1960
Référence : PETO p38

Ha bremañ m'eo aet ar weledigezh a-zirak va daoulagad, en em c'houlennan ha krediñ a ran enni ha n'on ket evit respont.

2012
Référence : DJHMH p. 89

Ne respont ket din met dont a ra kenkent war ma seulioù evel sachet da'm heul.

2015
Référence : EHPEA p14

Gwelloc'h eo neuze respont oc'h adkemer ar gerioù hag a zo er goulenn. Evel-se eo emren ho respontoù penn-da-benn.

2015
Référence : DISENT p120

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux