respont
respont
Ha, pa guzulien Esumopas, an drouiz en deus diskuliet din an danevell-mañ, pa c’houlennen outañ ha na vije ket a dermen da boan an div c’hoar gablus, e respontas o doa Kadra ha Daga, dre zievezh ha sempladurezh, torret an div Lezenn [b]ennañ e bed an dud hag an doueed, da lavarout eo al Lezenn o tifenn ouzh merc’hed ar Ouenn glan ha kaer ha santel dreist d’ar re all en em lezel da vezañ saotret gant gwazed ar gouennoù all, hag al Lezenn o c’hourc’hemenn d’ar merc’hed gouestlet d’an Heol dioueriñ pep karantez douarel ha mirout dinamm o gwerc’hded diouzh skouer an nav merc’h skedus eus an Neñv, merc’hed Belenos ; gant-se, n’en dije ar c’hastiz anezho termen all ebet nemet fin ar bed ha marv an dud hag an doueed.
Bez' e respontor e c'hell an diskleriadur talvezout izeloc'h ivez: marteze ez eus eno kompezennoù sersoc'h ha koshoc'h c'hoazh, peurzianav en abeg d'an diouer a sontadegoù.
Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.
PENNAD KENTAN Raklavar — « Piv an desketañ en ti ? » — « Me, a respontas ar c’hi. »
Ma c’houlennan eta diganeoc’h piv eo an desketañ en ti, ne vezin respontet na gant ki na gant kazh, evel en amzer gozh.
Na respontit ket holl asambles, na, kennebeut, diouzhtu, nemet goude bezañ taolet evezh bras er pezh a vezo bet goulennet diganeoc’h.
Bremañ e chomit aze hep lavarout grik… Respontit ’ta, pe kemerit bep a volenn : ar varrikenn sistr a zo aze, gouzout a rit, e-tal ar gwele.
— « Da belec’h emaout o vont, Job ? » — « Da genderc’hel gant an dic’harzh am eus boulc’het dec’h », a respontas eñ.
Merañ a rae ar breur Arturo e c'houriz gwenn plañsonet, hep respont.
- Ave, Maria Purissima ! eme ar manac'h, a vouezh izel, en ur groaziañ e zaouarn war e gof. - Amen ! a respontas eben.
Skrivañ a ris 'ta d'ar rener, an Aotrou Farigoul, da c'houlenn digantañ penaos ha petra, ha kerkent all e respontas din e oa erru va lizher e koulz hag en amzer rak ezhomm en devoa eus un tabouliner dispar hag eus ur soner en em zibabje mat a-walc'h gant an trombonne ; dre un taol-degouezh, ar benveg end-eeun e oan bet ur mailh warnañ e kloerdi Landreger !
Pa ne fell dit anzav an dra, / Pa respontez n'ouzout netra, / E rankan, trumm, hep gortoz ken, / Az kas emberr d'ar prizon yen.
Paouez gant da glemmuskadenn / Ha respont d'am atersadenn.
Ha bremañ m'eo aet ar weledigezh a-zirak va daoulagad, en em c'houlennan ha krediñ a ran enni ha n'on ket evit respont.
Gwelloc'h eo neuze respont oc'h adkemer ar gerioù hag a zo er goulenn. Evel-se eo emren ho respontoù penn-da-benn.
Ne respont ket din met dont a ra kenkent war ma seulioù evel sachet da'm heul.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
respont