respont pe respun
Al lenner a vo bet kalonek a-walc'h evit hon heuliañ betek amañ a chomo marteze war e c'hoant da anaout ar perak eus an traoù; rak n'omp ket bet, pell ac'hano, evit gellout reiñ ur respont d'an holl c'houlennoù.
Evit kavout d’am goulenn ur respont dereat e vefe ret bezañ gouiziek e kement gouiziegezh, hag a-boan ma ’m eus-me uzet foñs ur bragoù war skiñvier ar skolioù.
Den ebet ne oa er gêr eviti, he salud ne gavas respont ebet, hag a-raok ma teuas ar goañv e ouie e oa bet divizet gant an holl hep trouz ebet hec'h anaoueañ.
Ar seurt dichekadennoù ha taolioù dismegañs ne rae van anezho, evel-just, ha da veno ar braz eus an dud, e zoareoù frank hag hegarat, e vousc'hoarzh bugel leun a hoal, ha gras hep he far an yaouankiz dispar-se a hañvale n'aje digantañ biken a oa drezo o-unan ur respont bastus d'ar falstamalloù - an termen implijet an hini e oa - a lakaet a redek warnañ.
Gwezhall e roe geriadur Dimitrakos ar respont mat da gement goulenn a raen.
Alese ar riskl da zegas [gaout] ur respont feuls a-berzh an enebourien ha da goll mestroniezh an dachenn...
Gwelloc'h eo neuze respont oc'h adkemer ar gerioù hag a zo er goulenn. Evel-se eo emren ho respontoù penn-da-benn.