Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. Mare-mor ma vez brasañ an hed etre bevennoù an izelvor hag an uhelvor, dindan levezon kevredet al Loar hag an Heol. Kregin bras a gaver en traezh e daere ar reverzhi. ES. marvor. 2. Trl. Reverzhi vras : mare-mor a c'hoarvez div wech ar bloaz, da vare ar gedez. N'eus ken div reverzhi vras. & Reverzhi voan : mare mor krenn e ampled.

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

reverzhi

1850
Référence : GON.II pg réverzi

reverzhioù

1850
Référence : GON.II pg réverzi

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Ama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Référence : MGK p2

Goude dont da vezañ lorgnezh, / Mezh ar vro ha gouli ar bed, / Gant o gwall reverzhi nec'het, / Ez eont, sammet a dorfejoù, / Da vreinañ er vac'h[,] oc'h 'r c'hefioù.

1867
Référence : MGK p130

reverdi skub-delioù

1909
Référence : BROU p. 419 (automne ; utilisé seulement dans : reverdi skubdeliou, grande marée de l'équinoxe d'autome)

reverzhi

1909
Référence : BROU p. 414 (grande marée)

reverzhi

1909
Référence : BROU p. 414 (revérzi, on dit aussi reverdi)

Gwall reverzhi a veuz en he zreuz al ledenez kimbrek (Jutland) eus mor an Hanternoz d’ar mor Baltik hag a voe marteze pennabeg d'un darn Kelted da zivroañ [...].

1923
Référence : SKET p.148 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Dastum eta gant mall ha desk gant evezh kement a vez dezrevellet diwar hor penn gant an drouized, ar veleien, an danevellourien, an divinourien, an diouganerezed ; ha hel laka dre skrid en hevelep doare, mar deufe un deiz a-greiz-holl ur gwall reverzhi bennak da derriñ ha da zibennañ broadelezh ar Gelted, e c’hallfe ar vibien anezhi, pellskignet ha diren, kavout ez levrioù brud o gouenn, skouerioù o gourdadoù hag ar gelennadur[ezh] o deus bet digant an doueed.

1923
Référence : SKET p.81 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : p.81, [...] lin. 3 kent an dibenn, e lec’h « ar gelennadurez » lenn « ar c’helennadur »").

Goloet a c’heot bras e oa an uhelañ tevenn, e-lec’h n’halle ket diraez ar reverzhioù kreñvañ.

1923
Référence : SKET p.110

reverzhi g.

1923
Référence : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Grande marée".

gwall reverzhi

1923
Référence : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "au fig., gwall-reverzi bouleversement, cataclysme".

Evel gant un dic’hlann-reverzhi e voe beuzet ganti holl strad an draonienn.

1924
Référence : SKET.II p.56

reverzhi

1931
Référence : VALL pg (grand) bouleversement)

Diaes eo degemerout dilec'hiadurioù spontus a live ar mor -betek 3000 metr- e kemend-all a lec'hioù eus ar bed; goulakaet en deus H. Baulig dilec'hiadurioù a 480 metr uhelder e-doug ar Plioken, ha nerzhus a-walc'h eo an enebadennoù savet gant De Martonne hag a ziskouez ar reverzhioù divent e dremm ar bed a vije ret evit hen aotren.

1943
Référence : TNKN p67

Pa vez avel ouzh tre, da goulz ar reverzhioù bras, e c'hell ar mor bezañ rust zoken.

1985
Référence : DGBD p50

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux