"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Ama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."
Dastum eta gant mall ha desk gant evezh kement a vez dezrevellet diwar hor penn gant an drouized, ar veleien, an danevellourien, an divinourien, an diouganerezed ; ha hel laka dre skrid en hevelep doare, mar deufe un deiz a-greiz-holl ur gwall reverzhi bennak da derriñ ha da zibennañ broadelezh ar Gelted, e c’hallfe ar vibien anezhi, pellskignet ha diren, kavout ez levrioù brud o gouenn, skouerioù o gourdadoù hag ar gelennadur[ezh] o deus bet digant an doueed.
Diaes eo degemerout dilec'hiadurioù spontus a live ar mor -betek 3000 metr- e kemend-all a lec'hioù eus ar bed; goulakaet en deus H. Baulig dilec'hiadurioù a 480 metr uhelder e-doug ar Plioken, ha nerzhus a-walc'h eo an enebadennoù savet gant De Martonne hag a ziskouez ar reverzhioù divent e dremm ar bed a vije ret evit hen aotren.
Pa vez avel ouzh tre, da goulz ar reverzhioù bras, e c'hell ar mor bezañ rust zoken.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
reverzhiañ