I.
A.
1. [1931, 1985] Ode, tremen strizh.
Div voger izel, ur riboul etrezo. Dre ur riboul strizh e tremen ar froud etre an div dorgenn. Kavout ur riboul kuzh.
[1985] Kaer em boa klask dre belec'h e c'helle bezañ bet tec'het, ne gaven riboul ebet.
&
(en e furm vihanaat)
Ober a rejont ur riboulig da veg o fuzuilhoù dre greiz ar c'harzh.
HS. ribin
2. Tremen dindan zouar.
Ur riboul a oa etre an daou gastell.
3. Dre skeud. PEMDEZ.
Genoù.
N'on ket evit stankañ ma riboul.
&
Dre fent
Riboul ar patatez : gourlañchenn.
Gwall zisec'het eo ma riboul ar patatez war-lerc'h ar c'haloupadenn vat am eus graet.
4. Gwele.
En em dennañ en e riboul.
5. San.
Ur riboul dour.
6. DIZOARE.
Forzh.
&
Riboul an dar, riboul ar patatez : ar fraezh.
B. Douarenn.
Ar c'honikled a skamp d'o riboul. Ar vamm louarn e toull he riboul.
C. [1850] Bangounell (2).
Flistrañ, strinkañ dour war ub., udb. gant ur riboul. Ha tud a-walc'h a zo ouzh ar riboul ?
&
[1931] riboul-sunañ : sunerez.
&
[1931] riboul sunañ-ha-strinkañ : mekanik da sunañ ha strinkañ un danvez bnk tro-ha-tro.
D. SONEREZH.
Gwikefre zo da lod eus ar binvioù seniñ dre c'hwezh hag a ro an tu da vestroniañ an doare ma tremen an aer ha diwar-se tizhout forzh peseurt notenn eus ar skeulenn gromatek.
II. (en e furm lies, ls. en -où)
1. Klask e ribouloù : en em laerezh kuit.
2. Gouzout ar ribouloù : gouzout diouzh ar pezh a c'hoarvez.
3. Gouzout (diouzh) ribouloù ub. : gouzout penaos en em gemer gantañ. Gouzout petra zo e go gantañ.
Me a oar diouzh e ribouloù, ma lezit da blediñ gant ar genaoueg-se.
III. H.g.
1. [1850] Monedone, obererezh difretañ.
&
(impl. gant ar gm. a.)
Ar vugale a ra ur riboul en ti !
2. PEMDEZ.
Obererezh riboulat.
— « Hentchoù all zo e-leizh, hentchoù-treuz, ribouloù ; / Mar fell dit mont drezo e weli kalz roudoù / A zo aet en da raok. — Mar kerez, fistoulig, / Hep spegañ tamm en drez e vezi pinvidik. »
— « Hentchou all zo e-leiz, hentchou treuz, riboulou ; / » Mar fell d'id mont dre z-ho e weli kalz roudou / » A zo eat enn da-raok. — Mar kerez, fistoulik, / » Hep spega tamm enn drez e vezi pinvidik. »
1867
Référence :
MGK
p144
Un noz m'edo hemañ o c'hoari e daolioù Gant kizhier all ar vro, paotred ar riboulioù, Endra edo ganto 'r sabad, Ar vozadig razhed, dastumet a vagad, A zigoras kuzul war-benn voa da ober.
Eunn noz m'edo he-man o c'hoari he daoliou Gant kisier all ar vro, paotred ar ribouliou, Endra edo gant-ho 'r zabad, Ar vozadik razed, dastumet a vagad, A zigoraz kuzul war-benn voa da ober.
1867
Référence :
MGK
p34
Hiriv, heskinerezh yud hon mestroù, -seul washoc'h dre ma'n em guzh oc'h heñchañ e ribouloù dre zindan hon douar koz,- a glask lemel diganeomp hon yezh hag hon gwiskamantoù, hon gizioù kozh a vroiz pe a gristenien, en ur ger, kement tra a chom ganeomp eus hêrezh hon tadoù kozh, kement tra a ra hon lorc'h hag hon laouenidigezh.
Hirio, heskinerez yud hon mestrou, -seul wasoc'h dre ma'n em guz oc'h hencha e riboulou dre zindan hon douar koz,- a glask lemmel diganeomp hon yez hag hon gwiskamanchou, hon giziou koz a vroïz pe a gristenien, en eur ger, kement tra a chom ganeomp eus herez hon tadou koz, kement tra a ra hon lorc'h hag hon laouenidigez.
1911
Référence :
PSEP
p III
Braouac’het-holl, o krenañ gant an efreizh, strebotus ha trabidellus, e tec’hont kuit digempenn hag e redont en-dro d’o ribouloù kuzh.
Braouac’het-holl, o krena gand an efreiz, strebotus ha trabidellus, e tec’hont kuit digempenn hag e redont en-dro d’o riboulou-kuz.
1923
Référence :
SKET
p.116
Dirazon e rede, lerc'h-ouzh-lerc'h, kroazhentoù hirfustek o c'hweleviñ [evit weleviñ] en un doare mantrus, hag astennet ganto o divrec'h du, hir ha treut war bep a bevar riboul evel p'o defe c'hoant da virout ouzh ar pevar red-avel da dremen hebiou dezho.
Dirazoun e rede, lerc'h-ouz-lerc'h, kroazhentou hirfustek o c'hwelevi en eun doare mantrus, hag astennet ganto o divrec'h du, hir ha treut war beb a bevar riboull evel p'o defe c'hoant da virout ouz ar pevar red-avel da dremen ebiou d'ezo.