Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. [1931, 1985] Ode, tremen strizh. Div voger izel, ur riboul etrezo. Dre ur riboul strizh e tremen ar froud etre an div dorgenn. Kavout ur riboul kuzh. [1985] Kaer em boa klask dre belec'h e c'helle bezañ bet tec'het, ne gaven riboul ebet. & (en e furm vihanaat) Ober a rejont ur riboulig da veg o fuzuilhoù dre greiz ar c'harzh. HS. ribin 2. Tremen dindan zouar. Ur riboul a oa etre an daou gastell. 3. Dre skeud. PEMDEZ. Genoù. N'on ket evit stankañ ma riboul. & Dre fent Riboul ar patatez : gourlañchenn. Gwall zisec'het eo ma riboul ar patatez war-lerc'h ar c'haloupadenn vat am eus graet. 4. Gwele. En em dennañ en e riboul. 5. San. Ur riboul dour. 6. DIZOARE. Forzh. & Riboul an dar, riboul ar patatez : ar fraezh. B. Douarenn. Ar c'honikled a skamp d'o riboul. Ar vamm louarn e toull he riboul. C. [1850] Bangounell (2). Flistrañ, strinkañ dour war ub., udb. gant ur riboul. Ha tud a-walc'h a zo ouzh ar riboul ? & [1931] riboul-sunañ : sunerez. & [1931] riboul sunañ-ha-strinkañ : mekanik da sunañ ha strinkañ un danvez bnk tro-ha-tro. D. SONEREZH. Gwikefre zo da lod eus ar binvioù seniñ dre c'hwezh hag a ro an tu da vestroniañ an doare ma tremen an aer ha diwar-se tizhout forzh peseurt notenn eus ar skeulenn gromatek. II. (en e furm lies, ls. en -où) 1. Klask e ribouloù : en em laerezh kuit. 2. Gouzout ar ribouloù : gouzout diouzh ar pezh a c'hoarvez. 3. Gouzout (diouzh) ribouloù ub. : gouzout penaos en em gemer gantañ. Gouzout petra zo e go gantañ. Me a oar diouzh e ribouloù, ma lezit da blediñ gant ar genaoueg-se. III. H.g. 1. [1850] Monedone, obererezh difretañ. & (impl. gant ar gm. a.) Ar vugale a ra ur riboul en ti ! 2. PEMDEZ. Obererezh riboulat.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

riboul

1850
Daveenn : GON.II.HV pg riboul

riboul

1850
Daveenn : GON.II pg riboul

ribouloù

1850
Daveenn : GON.II pg riboul

ha tud a-walc'h a zo ouzh ar riboul ?

1850
Daveenn : GON.II pg riboul

— « Hentchoù all zo e-leizh, hentchoù-treuz, ribouloù ; / Mar fell dit mont drezo e weli kalz roudoù / A zo aet en da raok. — Mar kerez, fistoulig, / Hep spegañ tamm en drez e vezi pinvidik. »

1867
Daveenn : MGK p144

Un noz m'edo hemañ o c'hoari e daolioù Gant kizhier all ar vro, paotred ar riboulioù, Endra edo ganto 'r sabad, Ar vozadig razhed, dastumet a vagad, A zigoras kuzul war-benn voa da ober.

1867
Daveenn : MGK p34

Hiriv, heskinerezh yud hon mestroù, -seul washoc'h dre ma'n em guzh oc'h heñchañ e ribouloù dre zindan hon douar koz,- a glask lemel diganeomp hon yezh hag hon gwiskamantoù, hon gizioù kozh a vroiz pe a gristenien, en ur ger, kement tra a chom ganeomp eus hêrezh hon tadoù kozh, kement tra a ra hon lorc'h hag hon laouenidigezh.

1911
Daveenn : PSEP p III

Braouac’het-holl, o krenañ gant an efreizh, strebotus ha trabidellus, e tec’hont kuit digempenn hag e redont en-dro d’o ribouloù kuzh.

1923
Daveenn : SKET p.116

Dirazon e rede, lerc'h-ouzh-lerc'h, kroazhentoù hirfustek o c'hweleviñ [evit weleviñ] en un doare mantrus, hag astennet ganto o divrec'h du, hir ha treut war bep a bevar riboul evel p'o defe c'hoant da virout ouzh ar pevar red-avel da dremen hebiou dezho.

1929
Daveenn : SVBV p.16

riboul

1931
Daveenn : VALL pg boyau (passage étroit), brèche (dans une haie etc.)

ribouloù sunañ

1931
Daveenn : VALL pg (pompe) aspirante

riboul sunañ-ha-strinkañ

1931
Daveenn : VALL pg (pompe) aspirante (et foulante)

riboul sunañ

1931
Daveenn : VALL pg (pompe) aspirante

Heuliañ a raent ur riboul strizh, toullet a-dreuz al linad uhel diwanet war atredoù mogerioù disac'het an iliz hep dor na toenn.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Hag ur mintinvezh e kavis goullo a c'hloz ; kaer em boa klask dre belec'h e c'helle bezañ bet tec'het, ne gaven riboul ebet.

1985
Daveenn : DGBD p161

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial