Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Bangounellat. Gant rodoù-milin e vez riboulet dour war ar mogerioù-se. & Dre skeud. Riboulat e gorzailhenn : skarzhañ anezhi. 2. Trl. skeud. Riboulat noz : Redek, riotal. Atav e vez o riboulat noz. II. V.g. (db. an dud) 1. Bezañ mont-dont. Ne ehanont ket da riboulat. Bezañ bet tri bloaz o riboulat er skol. & (db. an traoù) Klevet a raen an esañs o riboulat e-barzh. & Dre skeud. Ar gwenodennoù a riboule dre ar c'hleuzioù pe a-dreuz ar parkeier. 2. Redek, riotai. Atav e vez o riboulat.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

riboulet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg riboula (pomper, élever, puiser avec une pompe. faire agir une pompe. - rompre avec fracas, avec bruit et violence. HV. Part.)

riboulañ

1850
Daveenn : GON.II pg riboula (pomper, élever, puiser avec une pompe. faire agir une pompe. - rompre avec fracas, avec bruit et violence. HV.)

Ha c'hwi a c'hello riboulañ an dour-holl ?

1850
Daveenn : GON.II pg riboula (Pourrez-vous pomper toute l'eau ?)

Ma na riboulit ket, omp kollet.

1850
Daveenn : GON.II pg riboula (si vous ne pompez pas, nous sommes perdus).

Dija e veze freuz peogwir ne zeue ket an dud d'an eur. Mont a raent d'an noz da riboulat er-maez eus ar c'hamp, ar pezh a oa difennet groñs a-raok.

2007
Daveenn : KASTE p. 243

[Bezañ zo da] Riboulat, evit ar blijadur evel-just, m'ho peus gounezet un dra bennak, met ivez ha dreist-holl evit unvaniñ ar strollad muioc'h c'hoazh ha kreñvaat al liammoù etre an dud.

2015
Daveenn : DISENT p176

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II (p.508) e vez lavaret "bañgounella" e Bro-Gerne.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial