1. (db. an dud hag o c'hroc'hen)
Roufennoù warnañ.
Unan gozh ridet he min. Treut evel an Ankoù, ha ridet he c'hroc'hen.
2. (db. an traoù)
Zo roufennoù bihan war e c'horre.
Greun ridet.
&
Rigadell ridet : blotviled divgrogennek debradus eus ar genad Venus, dezho ur grogenn baotet mat, gris pe arwenn, warni irvi stank a ya d'ober kelc'hioù, o anv spesad Venus verrucosa.
&
Dre fent
Yalc'h ridet : yalc'h goullo.
3. (db. ar gwiadoù)
Zo plegoù bihan ennañ.
Bragez ridet. Ober un tamm renk da chakotoù ridet bragoù Klaodig.
ES. diroufenn.