1. Pezh gwiad da silañ ar gouloù, da ginklañ pe da guzhat udb.
Lakaat rideozioù ouzh ar prenester. Serriñ ar rideozioù.
2. Pezh danvez a astenner pe a ziskenner da guzhat al leurenn, pe ar skramm, ouzh an arvesterien en ur sal arvest.
3. Rideoz houarn : da brennañ ur stal.
&
Dre skeud. ISTOR
Harzoù etre Stadoù komunour Europa ar Reter ha re gevalaour ar C'hornôg adalek 1946 betek 1989.
HS. gouel, stign.
Ar "Résistance" a oa renet en diavaez gant Cavalier ; met e gwirionez, hemañ ne oa nemet ur rideoz[;] a-drekañ, an hini a oa mestr bras, a oa an Ao. 'n Eskop Dulong de Rosnay [,] an eil vestr a oa an Ao. Kont a Gergrist, eus Karanteg.
Ar Résistance a oa renet en diavaez gant Cavalier ; met e gwirionez, hemañ ne oa nemet eur rideoz a-drekañ, an hini a oa mestr bras, a oa an Ao. 'n Eskop Dulong de Rosnay ; an eil vestr a oa an Ao. Kont a Gergrist, eus Karanteg.
1944
Référence :
EURW.1
p84
(…) : ha hi a strakal en he daouarn, ha raktal a-ziadreñv ur rideoz voulouz, en em ziskouezas ur plac’h, hag unan all war he seulioù, hag un deirvet, ha kalz a re all c’hoazh, reoù vras ha reoù vihan, reoù dreut ha reoù lart, reoù goant ha reoù vil.
(…) : ha hi a strakal en he daouarn, ha raktal a ziadreñv eur ridoj voulouz, en em ziskouezas eur plac’h, hag unan all war he seuliou, hag eun deirvet, ha kalz a re all c’hoaz, reou vras ha reou vihan, reou dreut ha reou lart, reou goant ha reou vil.