Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh gwiad da silañ ar gouloù, da ginklañ pe da guzhat udb. Lakaat rideozioù ouzh ar prenester. Serriñ ar rideozioù. 2. Pezh danvez a astenner pe a ziskenner da guzhat al leurenn, pe ar skramm, ouzh an arvesterien en ur sal arvest. 3. Rideoz houarn : da brennañ ur stal. & Dre skeud. ISTOR Harzoù etre Stadoù komunour Europa ar Reter ha re gevalaour ar C'hornôg adalek 1946 betek 1989. HS. gouel, stign.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar "Résistance" a oa renet en diavaez gant Cavalier ; met e gwirionez, hemañ ne oa nemet ur rideoz[;] a-drekañ, an hini a oa mestr bras, a oa an Ao. 'n Eskop Dulong de Rosnay [,] an eil vestr a oa an Ao. Kont a Gergrist, eus Karanteg.

1944
Daveenn : EURW.1 p84

(…) : ha hi a strakal en he daouarn, ha raktal a-ziadreñv ur rideoz voulouz, en em ziskouezas ur plac’h, hag unan all war he seulioù, hag un deirvet, ha kalz a re all c’hoazh, reoù vras ha reoù vihan, reoù dreut ha reoù lart, reoù goant ha reoù vil.

1944
Daveenn : EURW.1 p.90

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial