I. C'hoarzh
II.
1. Pesk mor bras pe vrasoc'h, rummataet e daouzek urzhad, zo spesadoù niverus anezhañ en holl vorioù ar bed, lod anezho dañjerus-bras evit an den.
2. Rinkin-tigr : ar spesad Galeocerdo cuvieri, unan eus ar re vrasañ ha dañjerusañ.
&
Rinkin gwenn : ar spesad Carcharodon carcharias, anezhañ an hini dañjerusañ-holl.
&
Rinkin pennmailh : rinkin a vent krenn, e anv spesad Sphyrna zygaena, a vev a strolladoù bras pe vrasoc'h, dezhañ ur penn heñvel ouzh ur morzhol, a c'hall bezañ dañjerus evit an den.
&
Rinkin penn-mailh bras : rinkin a vent bras, e anv spesad Sphyrna mokarran, dañjerus evit an den.
&
Rinkin-balum : brasañ pesk ar bed, e anv spesad Rhincodon typus, en em vag diwar pesked bihan, dizañjer evit an den.
HS. ael-mor, kazh-rous, louarn-mor, morc'hast, soner, spineg.