Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. C'hoarzh II. 1. Pesk mor bras pe vrasoc'h, rummataet e daouzek urzhad, zo spesadoù niverus anezhañ en holl vorioù ar bed, lod anezho dañjerus-bras evit an den. 2. Rinkin-tigr : ar spesad Galeocerdo cuvieri, unan eus ar re vrasañ ha dañjerusañ. & Rinkin gwenn : ar spesad Carcharodon carcharias, anezhañ an hini dañjerusañ-holl. & Rinkin pennmailh : rinkin a vent krenn, e anv spesad Sphyrna zygaena, a vev a strolladoù bras pe vrasoc'h, dezhañ ur penn heñvel ouzh ur morzhol, a c'hall bezañ dañjerus evit an den. & Rinkin penn-mailh bras : rinkin a vent bras, e anv spesad Sphyrna mokarran, dañjerus evit an den. & Rinkin-balum : brasañ pesk ar bed, e anv spesad Rhincodon typus, en em vag diwar pesked bihan, dizañjer evit an den. HS. ael-mor, kazh-rous, louarn-mor, morc'hast, soner, spineg.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

rinkin

1850
Daveenn : GON.II pg riñkin

rinkinioù

1850
Daveenn : GON.II pg riñkin

ur rinkin penn-mailh

2010
Daveenn : MPDBF pg rinkin

Kennebeut all e vefe graet o stal d'ar mekanismoù sokial a ra da dud zo dont da vezañ rinkined an ekonomiezh, pa vefe lazhet patron-mañ-patron.

2015
Daveenn : DISENT p38

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial