roc'het
A-vec'h - a-bouez - ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Masalia. Ar marc'h-du a roc'he hag a strevie gwashoc'h eget un imbod : Tik ! ha Tik ! Tak ! ha Taka ! Taka ! Puf ! Puf ! Stsss ! Stsss ! emezañ en ur deurel elfennoù tan, moged glas ha dour berv dre e fronelloù ha dre e c'heol ha kaoc'h-houarn gant e ziadreñv.
— « Nann, nann ! n’eus ket ezhomm da vont kuit ker buan ; ar voereb a zo en he gwele, klevout a ran anezhi o roc’hal. »
N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.
Roc’hal a ra lod ; unan bennak a valbouz dre e gousk ; ar breur Domingo, moarvat, turmudus evel m’eo ar sioc’han anezhañ.
Hag ar gwaz dismegañset evel-se a grie, a roc'he hag a fulore, ha mennout a rae distreiñ d'e vro evit dougen klemm enep an isofiser.
Hag hor c'harr o vont en ur roc'hat tamm-ha-tamm war-raok, heñveloc'h ouzh ur c'hrank eget ouzh ur c'harr-tan seven.
Mots précédents
Mots suivants
Roc’h-al-Laz