Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud, al loened) 1. Leuskel roc'hadennoù dre e gousk. Roc'het en deus a-hed an noz. & Trl. kv. Roc'hal evel ur morhoc'h, ur broc'h, roc'hal leizh e vouzelloù : en ur ober trouz forzh pegement. HS. diroc'hal. 2. Analañ evel un den e par ar marv. Roc'hal a rae ar c'hlañvour. HS. ronkellañ. II. Dre ast. A. (db. al loened) 1. Leuskel un trouz heñvel ouzh roc'hadennoù. Labous-an-Ankoù a veze klevet o roc'hal en tour. 2. Leuskel trouz dre e c'henoù ha dre e fronelloù, pa reer anv eus ur marc'h spontet. B. (db. an ardivinkoù o vont en-dro) 1. Trouzal. Roc'hal a rae ar c'harr en ur sevel ar grec'henn. Lakaat a reas keflusker e garr da roc'hal. HS. fraoñval. 2. (db. an avel) Trouzal, o tremen dre lec'hioù enk, strizh. An avel o roc'hal er siminal. HS. fraoñval.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

roc'hat

1499
Daveenn : LVBCA p177 (rouffler)

roc'hat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg raller, ronfler

roc'hal

1850
Daveenn : GON.II pg roc'ha, roc'hella, roc'her, roc'hérezed, roñkella

roc'het

1850
Daveenn : GON.II pg roc'ha

roc'het en deus 'hed an noz

1850
Daveenn : GON.II pg roc'ha

A-vec'h - a-bouez - ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Masalia. Ar marc'h-du a roc'he hag a strevie gwashoc'h eget un imbod : Tik ! ha Tik ! Tak ! ha Taka ! Taka ! Puf ! Puf ! Stsss ! Stsss ! emezañ en ur deurel elfennoù tan, moged glas ha dour berv dre e fronelloù ha dre e c'heol ha kaoc'h-houarn gant e ziadreñv.

1929
Daveenn : SVBV p11

— « Nann, nann ! n’eus ket ezhomm da vont kuit ker buan ; ar voereb a zo en he gwele, klevout a ran anezhi o roc’hal. »

1944
Daveenn : ATST p.62

Treiñ ha distreiñ hep gallout kousket, ha klevout kalz o roc'hal : ar re-se a oa dinec'h.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.

1944
Daveenn : ATST p.8

Roc’hal a ra lod ; unan bennak a valbouz dre e gousk ; ar breur Domingo, moarvat, turmudus evel m’eo ar sioc’han anezhañ.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Hag ar gwaz dismegañset evel-se a grie, a roc'he hag a fulore, ha mennout a rae distreiñ d'e vro evit dougen klemm enep an isofiser.

1985
Daveenn : DGBD p163

Hag hor c'harr o vont en ur roc'hat tamm-ha-tamm war-raok, heñveloc'h ouzh ur c'hrank eget ouzh ur c'harr-tan seven.

1985
Daveenn : DGBD p81

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial