roc'h
reier
rec'hier
Evel-se eo ez a da goll / Ar garantez dre ar bed-holl, / Ha, gant karantez ar galon, / E kouezh pep vad en ur mor don / Ne zislonko, gant an amzer, / Nemet pense dioc'h ar reier, / Nemet kleñved divronn estren, / Nemet alies danvez gwall den, / Danvez grweg fall, danvez muntrer / Digant magerez deut d'ar gêr.
Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro ha kement zo enni : reier, brug ha derv, me zo gwelloc'h ganin gwelet an heol e Breizh, klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, ma ve ret din eno mougañ ar garantez a zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.
Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.
Gant ur roeñvadenn hepken e reas d’e vag kilañ war-hed ugent "leuga" en a-dreñv, betek e-kreiz al lenn ; ha neuze, o kregiñ en e vouc’hal-vann, he stlepel a eure gant kement a nerzh ma treuzas war he hed ar speurennad rec’hier ha menezioù ha ma ’z eas da gouezhañ er pradoù en tu-hont, en ur lazhañ tri-ugent buoc’h a oa o peuriñ eno (2).
War ar stêrioù brasañ e c'hell evel-se an naoz bezañ kalz donoc'h e strizhennoù etre rec'hier kalet eget n'emañ izeloc'h war-du ar mor.
Eno e oa o chom un tiad tud wenn, koantik-holl war e veg roc'h.
Mots précédents
Mots suivants
roc'h