rok
Deuet, e n’eus forzh peseurt parrez, un divroad bennak, hag e ve ur "blevier", ur marc’hadour blev, ur marc’hadour krec’hin gozed, hag e ve zoken un troc’her-moc’h e ve, an dra-se ne ra mann, gant ma vezo komzoù gallek, mat pe fall, en e c’hinou, gant ma raio e baotr rok, dreist pep tra ma vez dilhad "aotrou" war e gein, e troio hag e tistroio an holl en tu ma karo, e lakaio tud ar barrez da goll o fenn hag e kaso d’e heul zoken ar re binvidikañ, ha, war o meno, ar re skiantekañ eus ar vro.
rok
ez rok
E tu-hont d'an daouzek-kant a vartoloded dija war vourzh, hep komz eus laz-seniñ an "Dépôt", kant soner gant o rener Farigoul, gallout a raje degemer ar Prezidant A. Fallières gant ofiserien e lez pennrener-stad, hag ouzh e heul ur bern lakizien, kanfarded rok anezho ha ma c'houzañve ket, mar karan, bezañ lojet dindan lost ar c'hi.
Fent a rae din dre ma tenne d’ar gouerien dizesk, met rok ha leun a furnezh, skeudennet gant e genvroad Tolstoï en e oberennoù ken hir ha ma ’z int peurgontrol d’ar wirionez.
Ha pebezh kemm, kwita, adal ma tegouezher war harzoù Bro-C’hall ; lammat a ra neuze en tren un druilhad fardilhoned divergont, maltouterien ha me oar, c’hwiltouzed rok ha difurlu, gant ur bechad sigaretezenn didan peget ouzh o beg, hag i o harzhal : « Alorss ! bon Dieu, les passeports, la d’dans, et que ça saute !... »