V.k.e.
1. Pediñ gant dalc'husted en ur ziskouez doujañs bras hag uvelded.
Klevit 'ta ma mouezh, hoc'h aspediñ a ran. Ar soudard a oa oc'h aspediñ an Heol.
2. Dre ast.
Aspediñ ub. da ober udb. : goulenn gant ub. ober udb. en ur ziskouez uvelded ha dalc'husted.
Ar barzh gouliet am aspede da bareañ e gorf kignet.
&
Ent krenn
N'eo ket goulenn met aspediñ a reomp bremañ.
3. Trl.
Pediñ hag aspediñ : pediñ gant dalc'husted.
[1954] Ne oa ket Soaz-Sapeur evit klevout komz eus touseged, ha lazhañ a reas raktal va faour-kaezh « evn », kaer am boe pediñ hag aspediñ.
Pediñ hag aspedin ar briñsed kristen.
&
Pediñ hag aspediñ ub. d'ober udb. : goulenn gantañ ober tra pe dra en ur verkañ uvelded ha dalc'husted war un dro.
Pediñ hag aspediñ a rae he fried da sentiñ. Pediñ hag aspediñ a rae ar re a zeue d'e gavout.
HS. azgoulenn.
Aspedet gantañ e zoueed d’e wareziñ ha d’e harpañ, e teuas dezhañ herded a-walc’h ma klaskas stekiñ outo ; hogen ne stardas e zorn nemet ar goullo.
Azpedet gantan e zoueed d’e warezi ha d’e harpa, e teuas d’ezan herded a-walc’h ma klaskas steki outo ; hogen ne stardas e zourn nemed ar goullo.
1923
Référence :
SKET
p.115
aspediñ
aspedi
1923
Référence :
SKET
p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Prier avec instance, implorer, invoquer".
O kimiadiñ diouzh an holl hag oc’h aspediñ Teutatis ma teuje ganto an dro da vat, e kemerent penn o hent, bagol, drant, her-kenañ gant o nerzh, o yaouankiz, o flanedenn.
O kimiadi diouz an holl hag oc’h aspedi Teutâtis ma teuje ganto an dro da vad, e kemerent penn o hent, bagol, drant, her kenan gand o nerz, o yaouankiz, o flanedenn.
1923
Référence :
SKET
p.87
« Pa vezi oc’h ergerzhout ar bed, ma tigouezh ganez kejañ gant klañvourien, diavezidi ha sklaved, en ur vont diouto, hej da vantell ha gwalc’h da c’henou ha da fri oc’h aspediñ teir gwech an Heol (2). »
« Pa vezi oc’h ergerzout ar bed, ma tigouez ganez keja gant klanvourien, diavezidi ha sklaved, en eur vont diouto, hej da vantell ha gwalc’h da c’henou ha da fri oc’h aspedi teir gwech an Heol (2). »
1924
Référence :
SKET.II
p.27
pidiñ hag aspidiñ
pidi hag aspidi
1927
Référence :
GERI.Ern
pg ad- (prier avec insistance, supplier)
aspediñ
aspedi
1931
Référence :
VALL
pg adjurer (actif)
aspediñ
azpedi
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXVIII
Ne oa ket Soaz-Sapeur evit klevout komz eus touseged, ha lazhañ a reas raktal va faour-kaezh « evn », kaer am boe pediñ hag aspediñ. Sed aze ar c'hentañ glac'har em buhez !
1954
Référence :
VAZA
p.14
Ho pediñ ' ran hag aspediñ / D'am selaou mat ha d'am c'hrediñ / Daoust, d'am enep, 'n everiañs / ' Laka stabil ho tisfiziañs.
Ho pedi ' ran hag aspedi / D'am selaou mat ha d'am c'hredi / Daoust, d'am enep, 'n everïans / ' Laka stabil ho tisfizians.
1960
Référence :
PETO
p.76
Gant grevusted ar fallentez / ' Zo dinodet eus laoskentez / Ma youl vreskig ha kontammet [,]/ Grit, m'Hoc'h asped, Aotrou Jezuz, / Oan ha Salver trugarezus, / Ma ne vo an Aberzh nammet !
Gant grevusted ar fallentez / ' Zo dinodet eus laoskentez / Ma youl vreskik ha kontammet / Grit, m'Hoc'h asped, Aotrou Jezuz, / Oan ha Salver trugarezus, / Ma ne vo an Aberz nammet !
1960
Référence :
PETO
p64
Me hoc'h asped, o person mat, / Da brederiañ fur hag ervat / A-barzh da viken 'n em stagañ / Ouzh ar re fall ' venn hon tagañ.
Me hoc'h asped, o person mat, / Da brederia fur hag ervat / A-barz da viken 'n em staga / Ouz ar re fall ' venn hon taga.
1960
Référence :
PETO
p19
Hoc'h aspediñ a ran da zegas an diretenn-se betek Cavendish Square dres evel m'emañ.