Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Pediñ gant dalc'husted en ur ziskouez doujañs bras hag uvelded. Klevit 'ta ma mouezh, hoc'h aspediñ a ran. Ar soudard a oa oc'h aspediñ an Heol. 2. Dre ast. Aspediñ ub. da ober udb. : goulenn gant ub. ober udb. en ur ziskouez uvelded ha dalc'husted. Ar barzh gouliet am aspede da bareañ e gorf kignet. & Ent krenn N'eo ket goulenn met aspediñ a reomp bremañ. 3. Trl. Pediñ hag aspediñ : pediñ gant dalc'husted. Pediñ hag aspedin ar briñsed kristen. & Pediñ hag aspediñ ub. d'ober udb. : goulenn gantañ ober tra pe dra en ur verkañ uvelded ha dalc'husted war un dro. Pediñ hag aspediñ a rae he fried da sentiñ. Pediñ hag aspediñ a rae ar re a zeue d'e gavout. HS. azgoulenn.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

Aspedet gantañ e zoueed d’e wareziñ ha d’e harpañ, e teuas dezhañ herded a-walc’h ma klaskas stekiñ outo ; hogen ne stardas e zorn nemet ar goullo.

1923
Daveenn : SKET p.115

O kimiadiñ diouzh an holl hag oc’h aspediñ Teutatis ma teuje ganto an dro da vat, e kemerent penn o hent, bagol, drant, her-kenañ gant o nerzh, o yaouankiz, o flanedenn.

1923
Daveenn : SKET p.87

aspediñ

1923
Daveenn : SKET p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Prier avec instance, implorer, invoquer".

« Pa vezi oc’h ergerzhout ar bed, ma tigouezh ganez kejañ gant klañvourien, diavezidi ha sklaved, en ur vont diouto, hej da vantell ha gwalc’h da c’henou ha da fri oc’h aspediñ teir gwech an Heol (2). »

1924
Daveenn : SKET.II p.27

pidiñ hag aspidiñ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ad- (prier avec insistance, supplier)

aspediñ

1931
Daveenn : VALL pg adjurer (actif)

aspediñ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVIII

Ho pediñ ' ran hag aspediñ / D'am selaou mat ha d'am c'hrediñ / Daoust, d'am enep, 'n everiañs / ' Laka stabil ho tisfiziañs.

1960
Daveenn : PETO p76

Gant grevusted ar fallentez / ' Zo dinodet eus laoskentez / Ma youl vreskig ha kontammet [,]/ Grit, m'Hoc'h asped, Aotrou Jezuz, / Oan ha Salver trugarezus, / Ma ne vo an Aberzh nammet !

1960
Daveenn : PETO p64

Me hoc'h asped, o person mat, / Da brederiañ fur hag ervat / A-barzh da viken 'n em stagañ / Ouzh ar re fall ' venn hon tagañ.

1960
Daveenn : PETO p19

Hoc'h aspediñ a ran da zegas an diretenn-se betek Cavendish Square dres evel m'emañ.

2012
Daveenn : DJHMH p. 80

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial