Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. G. A. 1. Bandenn rollet warni he-unan, stumm ur granenn dezhi. Ur roll butun. Ur roll paper moger. 2. Dre heveleb. Ruilher. 3. Roll fard : kerdin punet warno o-unan. B. Dre ast. 1. Heuliad anvioù, gerioù, arouezennoù, niveroù, h.a. roet da anavezout dre skrid pe dre gomz. Setu roll al labourioù zo d'ober. Ar roll eus ar soudarded. Setu amañ ma roll, me en lenno. & Roll-gerioù : geriaoueg termenoù ral, diaes (e dibenn ul levr, da sk.). & Ur roll-meuzioù. & Ur roll-labour. & Trl. Ober, sevel ur roll : renabliñ kement tra a yelo d'ober ar roll-se. Savet em eus ur roll eus an traoù zo da gas ganimp. C. 1. (db. ar c'hoariva, ar sinema) Perzh ur c'hoarier en ur pezh, en ur film. C'hoari e roll. C'hoari roll ar mevel. 2. Dre ast. Perzh en devez ub., udb., e mont en-dro udb. all. Ar roll o deus dalc'het ar c'hoadoù e buhez ar vro. Roll kevredigezhel ar barzh. D. Stag (ak.) (I 2). Delc'her ur c'hi gant ar roll. Kollet en deus an aneval e roll. E. (en e furm lies) Rolloù : telloù. Paeet hon eus hor rolloù. Dislealded en tailhoù hag er rolloù. HS. gwirioù, tailhoù. II. H.g. 1. MERDEAD. AR ROLL : listenn gefridiel an dud a vor. & Mont war ar roll, kemer roll : lakaat e anv war roll ar vartoloded a vicher. Ne oan nemet pevarzek vloaz pa oan aet war ar roll. Kemer roll war bagoù kenwerzh. [1925] Ur viskinenn a oa karget a heiz evit an Naoned : diouzhtu eo en em ginniget evit bezañ lakaet war ar roll. & Dre ast. Amzer tremenet e bourzh ar bigi. N'en doa ket trawalc'h a roll evit kaout e leve. 2. Dre skeud. Frankiz. & Trl. Bevañ, bezañ en e roll : bevañ, bezañ frank, dizalc'h. Hep al lezennoù e vevfe pep hini en e roll. Evit bezañ aesoc'h en e roll e troas kein d'ar relijion. & Lezel ub. en e roll, d'ober e roll : d'ober pezh a gar. Lezet e oas re ez roll. & Ober, heuliañ e roll : bevañ en e ziviz. Me a heulie ma roll, allas, zo kaoz din-me da vont bremañ da goll. Goude marv e dad e kavas an tu d'ober e roll. & Mont en e roll : hervez e faltazi, en e ziviz, diouzh ma troy. [1924] Aet ar gaoz en e roll, eme Bilzig a vouezh uhel. & E roll : kement ha ma c'hoantaer. P'en doa debret e walc'h hag evet e roll. & C'hoari e roll : ebatal kement ha ma c'hoantaer.

Exemples historiques : 
40
Masquer la liste des exemples

roll

1499
Référence : LVBCA p177 (rolle)

bevañ en e faltazi, en e roll, en e liberte, en e c'hoant

1659
Référence : LDJM.1 pg viure (a sa guise)

roll

1659
Référence : LDJM.1 pg liberte, roll

diazezañ ur roll

1732
Référence : GReg pg asseoir (une taxe)

Stadoù pere e vev pep hini diouzh e roll

1732
Référence : GReg pg anarchie

ar roll eus al levrioù sakr disklêriet gant an Iliz

1732
Référence : GReg pg canon (Canon des livres de la Bible)

lakaat ur re bennak e roll ar sent

1732
Référence : GReg pg canoniser

roll

1732
Référence : GReg pg catalogue

rolloù

1732
Référence : GReg pg catalogue

rolloù

1732
Référence : GReg pg catalogue

bevañ en e roll

1732
Référence : GReg pg (vivre à la) debandade

mont en e roll

1732
Référence : GReg pg (vivre à la) debandade

roll an dispign eus a balez ar Roue

1732
Référence : GReg pg écroue (état de la dépense de la Maison du Roi)

lakaat war ar roll

1732
Référence : GReg pg enroller

roll

1850
Référence : GON.II pg maril, nivéradur, roll, rollad

rolloù

1850
Référence : GON.II pg roll

rolloù levrioù

1850
Référence : GON.II.HV pg roll (-léoriou)

roll levrioù

1850
Référence : GON.II.HV pg roll (-léoriou)

roll an dudjentil

1850
Référence : GON.II.HV pg roll

rolloù

1850
Référence : GON.II.HV pg roll

Ober moan wadegenn ha bevañ en e roll, zo gwell 'get meurlarjez, ar c'houzoug [sic] er wakol.

1867
Référence : MGK p7

« Ar pennoù moal, ar re darval / A gar o roll, 'vel ar re all. »

1867
Référence : MGK p64

Ned an ket amañ da gontañ deoc’h pet den en deus heskinet, lakaet er prizon ha kaset d’ar marv ; re hir e ve ar roll anezho.

1877
Référence : EKG.I. p.146

Galloud en deus da ginnig dezhañ [d'ar Poellgor] diverkañ diwar ar rolloù henn-ha-henn war an digarezioù merket en artikl XXXIII.

1909
Référence : REZI p. 9

roll

1909
Référence : BROU p. 415 (rouleau)

Jarlig a dennas e gorn eus e c’hinou, skeiñ a reas anezhañ war ivin biz-meud e zorn kleiz. — Ur wech [e] oa, ur wech ’oa ket… — Aet ar gaoz en e roll, eme Bilzig a vouezh uhel.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

Ur viskinenn a oa karget a heiz evit an Naoned : diouzhtu eo en em ginniget evit bezañ lakaet war ar roll.

1925
Référence : BILZ2 p.180

Evel ma oa bet divizet gant kabiten ar Varikita, kent kuitaat Montroulez, dilezet am eus bet e viskinenn, evit mont war roll ar Gornaouek, un teir-gwern karrez eus an Naoned, ul lestr a bemp kant tonell nevez-flamm.

1925
Référence : BILZ2 p.182

lezel e dechoù fall en o roll

1931
Référence : VALL pg (lâcher la) bride (à ses passions)

roll

1931
Référence : VALL pg bordereau

en e roll

1931
Référence : VALL pg (être laissé à son libre) arbitre

Desket ar rolloù ganto, e voe graet embann war « Ar Résistance », ha merket an deiz, e deroù c’hwevrer 1899.

1944
Référence : EURW.1 p.95

Lord Castletown hon dastumas an nozvezh kent ar c'himiad en e vurev, hag a zisklerias e berr gomzoù da gannaded Iwerzhon, Skos, Kembre ha Breizh, ar roll-labour a felle dezhañ merkañ d'ar Celtic Association.

1944
Référence : EURW.1 p.185

Diouzh ma zu e komzen gant ma c'heneiled yaouank hag ec'h esaeen eus ma gwellañ digas anezho da verkañ o anv war roll an « diskerien brezhoneg ».

1944
Référence : EURW.1 p58

Ha diouzhtu dindan, ar roll kentañ a rakskriverien : Herminik (ur plac'h e oa), 5 fr. — Abad Leclerc, Gwengamp, 5 fr. — Abad Le Bezvoet, Ploueg-ar-Mor, 5 fr. — Un Français, ami du breton, 5 fr.

1944
Référence : EURW.1 p57

Ha fae a rez war ar Re Wenn / A stourm ouzh diaouloù en o roll / O kas d'o heul ar vro da goll ?

1960
Référence : PETO p79

Chas ifern, ya ! laosket 'n o roll / D'hon tagañ dihegar ha foll, / D'an Iliz enebourien yud, / Setu petra eo ar seurt tud !

1960
Référence : PETO p18

Er c'hontrol e manifestadeg Gwengamp, e miz Here 1975, e oa ur roll hir a c'houlennoù evit ar skol, ar radio-tele, ar vuhez ofisiel.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.4

P'emaomp ganti, ne vez ket enskrivet kement felladenn e roll al lez-varn, ha posupl-tre eo marc'hata an dra-se da vare ar breutadur.

2015
Référence : DISENT p173

Fazioù hon eus-ni graet ivez, Kostas. Lezet hon eus anezhi en he roll atav. N'hon eus ket desket dezhi ez eus endalc'hioù ivez, ne ra ket unan ar pezh a gar atav. Kiriek out-te ivez, pa 'c'h eus savet anezhi e-barzh ur goloenn. Arabat mont droug ennout m'hen lavaran dit."

2015
Référence : EHPEA p67

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux