Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. A. 1. Bandenn rollet warni he-unan, stumm ur granenn dezhi. Ur roll butun. Ur roll paper moger. 2. Dre heveleb. Ruilher. 3. Roll fard : kerdin punet warno o-unan. B. Dre ast. 1. Heuliad anvioù, gerioù, arouezennoù, niveroù, h.a. roet da anavezout dre skrid pe dre gomz. Setu roll al labourioù zo d'ober. Ar roll eus ar soudarded. [1954] 1er Prix d’Histoire, … hag all, hag all, kement ha ken bihan ma rankis gortoz ken na vije bet peurlennet roll kanfarded ar rhétorique. & Roll-gerioù : geriaoueg termenoù ral, diaes (e dibenn ul levr, da sk.). & Ur roll-meuzioù. & Ur roll-labour. & Trl. Ober, sevel ur roll : renabliñ kement tra a yelo d'ober ar roll-se. Savet em eus ur roll eus an traoù zo da gas ganimp. C. 1. (db. ar c'hoariva, ar sinema) Perzh ur c'hoarier en ur pezh, en ur film. C'hoari e roll. C'hoari roll ar mevel. [1954] Dirollañ a rae neuze an arvestourien da skrignal ha mont a raen kerkent all en gouez, rak roll ebet n'am boa miret evidon, a-walc'h e oa din reizhañ ha ren pep tra. 2. Dre ast. Perzh en devez ub., udb., e mont en-dro udb. all. Ar roll o deus dalc'het ar c'hoadoù e buhez ar vro. Roll kevredigezhel ar barzh. D. Stag (ak.) (I 2). Delc'her ur c'hi gant ar roll. Kollet en deus an aneval e roll. E. (en e furm lies) Rolloù : telloù. Paeet hon eus hor rolloù. Dislealded en tailhoù hag er rolloù. HS. gwirioù, tailhoù. II. H.g. 1. MERDEAD. AR ROLL : listenn gefridiel an dud a vor. & Mont war ar roll, kemer roll : lakaat e anv war roll ar vartoloded a vicher. Ne oan nemet pevarzek vloaz pa oan aet war ar roll. Kemer roll war bagoù kenwerzh. [1925] Ur viskinenn a oa karget a heiz evit an Naoned : diouzhtu eo en em ginniget evit bezañ lakaet war ar roll. & Dre ast. Amzer tremenet e bourzh ar bigi. N'en doa ket trawalc'h a roll evit kaout e leve. 2. Dre skeud. Frankiz. & Trl. Bevañ, bezañ en e roll : bevañ, bezañ frank, dizalc'h. Hep al lezennoù e vevfe pep hini en e roll. Evit bezañ aesoc'h en e roll e troas kein d'ar relijion. & Lezel ub. en e roll, d'ober e roll : d'ober pezh a gar. Lezet e oas re ez roll. & Ober, heuliañ e roll : bevañ en e ziviz. Me a heulie ma roll, allas, zo kaoz din-me da vont bremañ da goll. Goude marv e dad e kavas an tu d'ober e roll. & Mont en e roll : hervez e faltazi, en e ziviz, diouzh ma troy. [1924] Aet ar gaoz en e roll, eme Bilzig a vouezh uhel. & E roll : kement ha ma c'hoantaer. P'en doa debret e walc'h hag evet e roll. & C'hoari e roll : ebatal kement ha ma c'hoantaer.

Skouerioù istorel : 
47
Kuzhat roll ar skouerioù

roll

1499
Daveenn : LVBCA p177 (rolle)

bevañ en e faltazi, en e roll, en e liberte, en e c'hoant

1659
Daveenn : LDJM.1 pg viure (a sa guise)

roll

1659
Daveenn : LDJM.1 pg liberte, roll

diazezañ ur roll

1732
Daveenn : GReg pg asseoir (une taxe)

Stadoù pere e vev pep hini diouzh e roll

1732
Daveenn : GReg pg anarchie

ar roll eus al levrioù sakr disklêriet gant an Iliz

1732
Daveenn : GReg pg canon (Canon des livres de la Bible)

lakaat ur re bennak e roll ar sent

1732
Daveenn : GReg pg canoniser

roll

1732
Daveenn : GReg pg catalogue

rolloù

1732
Daveenn : GReg pg catalogue

rolloù

1732
Daveenn : GReg pg catalogue

bevañ en e roll

1732
Daveenn : GReg pg (vivre à la) debandade

mont en e roll

1732
Daveenn : GReg pg (vivre à la) debandade

roll an dispign eus a balez ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg écroue (état de la dépense de la Maison du Roi)

lakaat war ar roll

1732
Daveenn : GReg pg enroller

rolloù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg roll (rôle. liste. catalogue. matricule. registre. volume. Pl.)

rolloù levrioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg roll-léoriou (catalogue, liste, dénombrement fait dans un certain ordre. Pl.)

roll

1850
Daveenn : GON.II pg maril, nivéradur, roll (rouleau. tout ce qui se plie en rond), rollad

rolloù

1850
Daveenn : GON.II pg roll (rouleau. tout ce qui se plie en rond. Pl.)

roll levrioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg roll-léoriou (catalogue, liste, dénombrement fait dans un certain ordre).

roll

1850
Daveenn : GON.II.HV pg roll (rôle. liste. catalogue. matricule. registre. volume).

roll an dudjentil

1850
Daveenn : GON.II.HV pg roll (nobiliaire, catalogue des maisons nobles).

« Ar pennoù moal, ar re darval / A gar o roll, 'vel ar re all. »

1867
Daveenn : MGK p64

Ober moan wadegenn ha bevañ en e roll, zo gwell 'get meurlarjez, ar c'houzoug [sic] er wakol.

1867
Daveenn : MGK p7

Ned an ket amañ da gontañ deoc’h pet den en deus heskinet, lakaet er prizon ha kaset d’ar marv ; re hir e ve ar roll anezho.

1877
Daveenn : EKG.I. p.146

roll

1909
Daveenn : BROU p. 415 (rouleau)

Galloud en deus da ginnig dezhañ [d'ar Poellgor] diverkañ diwar ar rolloù henn-ha-henn war an digarezioù merket en artikl XXXIII.

1909
Daveenn : REZI p. 9

Jarlig a dennas e gorn eus e c’hinoù, skeiñ a reas anezhañ war ivin biz-meud e zorn kleiz. — Ur wech [e] oa, ur wech ’oa ket… — Aet ar gaoz en e roll, eme Bilzig a vouezh uhel.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

Evel ma oa bet divizet gant kabiten ar Varikita, kent kuitaat Montroulez, dilezet am eus bet e viskinenn, evit mont war roll ar Gornaouek, un teir-gwern karrez eus an Naoned, ul lestr a bemp kant tonell nevez-flamm.

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

Ur viskinenn a oa karget a heiz evit an Naoned : diouzhtu eo en em ginniget evit bezañ lakaet war ar roll.

1925
Daveenn : BILZ2 p.180

lezel e dechoù fall en o roll

1931
Daveenn : VALL pg (lâcher la) bride (à ses passions)

roll

1931
Daveenn : VALL pg bordereau

en e roll

1931
Daveenn : VALL pg (être laissé à son libre) arbitre

Ha diouzhtu dindan, ar roll kentañ a rakskriverien : Herminik (ur plac'h e oa), 5 fr. — Abad Leclerc, Gwengamp, 5 fr. — Abad Le Bezvoet, Ploueg-ar-Mor, 5 fr. — Un Français, ami du breton, 5 fr.

1944
Daveenn : EURW.1 p57

Lord Castletown hon dastumas an nozvezh kent ar c'himiad en e vurev, hag a zisklerias e berr gomzoù da gannaded Iwerzhon, Skos, Kembre ha Breizh, ar roll-labour a felle dezhañ merkañ d'ar Celtic Association.

1944
Daveenn : EURW.1 p.185

Diouzh ma zu e komzen gant ma c'heneiled yaouank hag ec'h esaeen eus ma gwellañ digas anezho da verkañ o anv war roll an « diskerien brezhoneg ».

1944
Daveenn : EURW.1 p58

Desket ar rolloù ganto, e voe graet embann war « Ar Résistance », ha merket an deiz, e deroù c’hwevrer 1899.

1944
Daveenn : EURW.1 p.95

1er Prix d’Histoire, … hag all, hag all, kement ha ken bihan ma rankis gortoz ken na vije bet peurlennet roll kanfarded ar rhétorique.

1954
Daveenn : VAZA p.62

Met petra ’fell deoc’h, a-viskoazh e oa bet ar sifroù va enebourien touet : konterezh-kenwerzh, roll kaout ha dleout, kampi, diskont hag ur bern fardaj all e giz-se ne oa d’am meno nemet kudennoù luziet-daonet hag ouzhpenn-se displijus hag enoeüs-meurbet.

1954
Daveenn : VAZA p.73-74

Dirollañ a rae neuze an arvestourien da skrignal ha mont a raen kerkent all en gouez, rak roll ebet n'am boa miret evidon, a-walc'h e oa din reizhañ ha ren pep tra.

1954
Daveenn : VAZA p.24-25

Ar roll-se (Harpagon) e oa ivez gwellañ hini va mestr ha va mignon Charlez Dullin.

1954
Daveenn : VAZA p.69

Pezhioù gallek a veze c’hoariet evel[-]just, hag anat deoc’h, tanfoeltr plac’h ne weled en hon touez war al leurenn ; troc’het e veze didruez hag a-wechoù en ur stumm fentus an holl rolloù merc’hed ; gant se, La Fille de Roland a zeuas da vezañ Le fils de Roland !!

1954
Daveenn : VAZA p.69

Dre un taol-degouezh, goulennet e voe diganimp an deiz war-lerc’h goude kreisteiz piv a felle dezhañ lakaat e anv war roll ar vachelourien da zont, rak ret e oa kas hep dale ar baperenn-se da Skol-Veur Roazhon.

1954
Daveenn : VAZA p.67

Ha fae a rez war ar Re Wenn / A stourm ouzh diaouloù en o roll / O kas d'o heul ar vro da goll ?

1960
Daveenn : PETO p79

Chas ifern, ya ! laosket 'n o roll / D'hon tagañ dihegar ha foll, / D'an Iliz enebourien yud, / Setu petra eo ar seurt tud !

1960
Daveenn : PETO p18

Er c'hontrol e manifestadeg Gwengamp, e miz Here 1975, e oa ur roll hir a c'houlennoù evit ar skol, ar radio-tele, ar vuhez ofisiel.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.4

P'emaomp ganti, ne vez ket enskrivet kement felladenn e roll al lez-varn, ha posupl-tre eo marc'hata an dra-se da vare ar breutadur.

2015
Daveenn : DISENT p173

Fazioù hon eus-ni graet ivez, Kostas. Lezet hon eus anezhi en he roll atav. N'hon eus ket desket dezhi ez eus endalc'hioù ivez, ne ra ket unan ar pezh a gar atav. Kiriek out-te ivez, pa 'c'h eus savet anezhi e-barzh ur goloenn. Arabat mont droug ennout m'hen lavaran dit."

2015
Daveenn : EHPEA p67

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial