Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. traoù zo) Zo lusk bras, nerzh bras ennañ. Diroll eo ar mor, an avel. 2. N'en deus ket a urzh. Tud diroll. 3. (db. an dud hag o obererezhioù) Na zouj ket d'ar vuhezegezh vat. Tud diroll. Ur vuhez, lezennoù diroll. 4. Na vezañ enskrivet war ur roll ken. Diroll eo bremañ.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

ur vuhez diroll, dirollet, diboell, diboellet

1732
Daveenn : GReg pg (une vie) dereglée

diroll

1732
Daveenn : GReg pg debandade, dereglé (non reglé), deroulé (ée, qui devroit être roulé, & ne l'est pas), developpé (ée)

diroll

1850
Daveenn : GON.II pg diréol, diroll

n'hen gweler ket e-touez an dud diroll

1850
Daveenn : GON.II pg diroll

En ur dec'het a-raok an naon / Hep labourat, int digalon ; / Tud didalvez ha tud diroll / A ya ganto bemdez da goll / Feiz o zadoù hag o furnezh.

1867
Daveenn : MGK p129-130

Pa oa aet pep hini en e hent, pa ne chomas mui, e Lesneven, nemet tud kêr ha republikaned diroll, ar soudarded a falvezas dezho lakaat an Aotrou Feburier da baeañ, dre ar marv, an dismegañs en doa graet war Mirabeau ha war ar gouel burzhudus graet en e enor.

1877
Daveenn : EKG.I. p.187

D’ar re-mañ e voe digaset da gentañ lezennoù difeiz ha diroll gant ar c’houarnamant nevez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.7

N’em boa-me ket lavaret dit e teuje Doue, abred pe ziwezhat, da skuizhañ ganez, hag e rankjes, un dervezh bennak, rentañ kont eus da vuhez diroll ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.112

Buhez daou vugel o kriskiñ e pep dishualded e voe o hini, ouzh o flourañ bemdez aer c’hlan ar gouelec’h, e-kreiz ar c’hoadoù bras, an doureier diroll hag ar rec’hell, hep ken darempredadur nemet o mamm, al loened pevarzroadek, an evned hag an amprevaned.

1923
Daveenn : SKET p.39

Pa selle outañ, krinet e vin ha dislivet, krommet e zivskoaz dindan ar bloavezhioù, ivez dindan pouez ar vuhez diroll en devoa renet, e serre he daoulagad ; hag he c’halon…

1925
Daveenn : BILZ2 p.153

Kentoc'h pondalez an ifern !... Emañ aze, e-harz e dreid, kousket sioul evit ar pred, - ar mor, an tigr, ar sarpant a oar kousket ivez! - gant e reuzeudien o buhezioù diroll, prest da dorc'hweniañ en-dro, kerkent ha ma vint dihun, el likaouerezh an hudurañ...

1949
Daveenn : SIZH p.48

Kavout a rae dezhi moarvat e oamp o vont da vezañ lonket gant ar mor diroll.

1985
Daveenn : DGBD p170

Ar furm-se ne oa dezhi dremm ebet c'hoazh he dije roet tu d'he anaout ; e hunvreoù Utterson zoken ne oa dremm ebet dezhi, pe neuze unan amsklaer a steuzie buan a-zirak e zaoulagad. Hag evel-se eo e tiwanas hag e kreskas buan e spered an noter ar c'hoant iskis, hogos diroll, da c'hallout sellout pizh ouzh tresoù ar gwir mr. Hyde.

2012
Daveenn : DJHMH p23

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial