1. [1499, 1850] Arroud eus ur stêr -terket a-wechoù- m'eo izel a-walc'h an dour evit ma c'hallfed e dreuziñ war droad.
Mein ar roudouz, plantet kammed-ha-kammed eus an eil tu d'egile d'ar stêr. Treuziñ ur stêr dre ur roudouz.
2. RANNYEZH.
Gwazh-dour.
Pesketa silioù er roudouz a ya d'en em deuler er mor.