listry Roué
rouanez
rouaned
rastell an tri roue
mont er-maez a roue
dont er-maez a roue
Neuze ar baraer, peogwir e oa roue en e di-forn, a lavaras : — « Ma chom prennet ho kenoù bremañ, genoù ar forn a chomo serret ivez, la ! Grit evel ma karit ! »
Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.
- Ar pezh kaer ! En tu-hont da se a zo bet skrivet gant ar Roue Salaun en e Ganaouenn ar C'hanaouennoù.
Darn eus ar baotred am boa dibabet da vezañ an tri roue ; bez' oa eveljust [sic, "evel-just"] ur sant Jozeb hag ur mesaer hepken, ha gantañ un dañvad a rae « ouek, ouek » a-dal [sic, "adal"] ma veze gwasket an disterañ war e gof.
Darn a lavaro : bara sec’h er gêr a zo gwelloc’h eget gwadegennoù e-maez ar vro, met degemeret e voemp eno evel rouanez : kentveuzioù a-vil-vern, kig, pesked ha keuz, gwestell e-leizh, gwin ha likur pep hini ’vel ma kare ha kement ha ma kare, ha frouezh ’ta, Va Doue, kaeroc’h-kaerañ, ha dreist-holl rezin ken tev ha ken hir ar greun anezho ha va biz-meud.
« Nom de va ene ! e [sic] vleje eñ a-nerzh e benn, tavit din, rak pep ki a zo roue en e di.
Goude gouelioù Meksiko, e skojomp war[-]du an hanternoz hag un deiz bennak en em gavjomp dirak aber ar Mississipi [sic, Mississippi], roue an holl stêrioù.
Hervez e vije an anv-se hini ur "roue" Louis gabonat hag a oa dezhañ ar c'horniad-se pa en em gavas eno ar C'hallaoued kentañ, tost d'ur c'hantved a oa.
N'eo ket se eo a vern dimp ar muiañ, pa'z eo Ilias Homeros, dreist-holl, un istor ma vez graet ennañ an depegn eus santimantoù don ha luziet Rouaned ha Kadourien, Priñsed ha Priñsezed, Doueed ha Doueezed.
Mots précédents
Mots suivants
Roue