Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud, ar boudoù) 1. Rieg ur Stad, rieg ur rouantelezh. Roue Spagn. Rouaned Breizh. Ar roue gwir gristen Loeiz XIV a Vro-C'hall. Bezañ lakaet da roue. & Roue a-berzh Doue : a lavarer diwar e benn eo grataet e c'halloud dezhañ gant Doue. & Roue dindan lezenn: zo grataet e c'halloud dezhañ hervez bonreizh ar vro. 2. RELIJ. An Tri Roue : ar rouaned aet eus ar Sav-Heol da weladenniñ ar Mabig Jezuz e Bethleem bleinet gant ur steredenn. & Gouel ar Rouaned : gouel relijiel lidet d'ar c'hwec'h a viz Genver (bremañ Sul kentañ miz Genver) evit kounaat gweladenn an Tri Roue. & Bara, gwastell, kouign ar Rouaned : gwastell a zebrer da-geñver gouel ar Rouaned. [1924] un tamm gwastell ar Rouanez, jistr mat ha gwin Bourdel da evañ, ha kafe goude lein… & Dre skeud. Roue an holl Rouaned : Doue. 3. Dre skeud. Den a zamanter dezhañ, a voumouner. Hemañ zo roue (e-giz ur roue) eno. II. 1. STEREDON. An Tri Roue : steredennoù lec'hiet e-kreiz ur steredeg zo Orion hec'h anv skiantel. 2. (ls. rouizien) Kartenn-c'hoari zo dremm ur roue warni. III. (db. al loened) 1. (ls. roueed, rouizien) Pesk eus ar genad Serranus. 2. (ls. roueiged, roueedigoù) Ar roueig : moranv al laouenan. 3. Kouign-rouanez : loen mor, e anv spesad Tethya aurantium, heñvel e stumm ouzh hini ur spoue, ruz e liv.

Skouerioù istorel : 
118
Kuzhat roll ar skouerioù

kurun roe pe impalaer

1499
Daveenn : LVBCA p101, 128, 158, 177 (couronne de roy ou d-empereur)

roue

1499
Daveenn : LVBCA p177 (roy)

En hanv a'n Tad, ha'n Mab abred, / Roue ha krouer, ha'n Glan Spered [;] / Un Doe anavet drez kredan [dre a gredan]/ Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan

1575
Daveenn : M. p34

AN Levr-mañ damani da bep heni rial, A gomps a bevar fin, anterin terminal : Pere da bobl ar bed, zo ordrenet detal : / Gant Doe roue'r bed seder, ha krouer jeneral

1575
Daveenn : M. p36

9. Neuze ar roue a lavaras dezhi [: «] Mard eo gwir evel maz leverez, ar bed-holl a fazi hag a zo en error, ha te hepmuiken a lavar hag ah eus an wirionez[. »]

1576
Daveenn : Cath p9-10

[«] Me zo Katell, merc'h unik d'ar roue Koste, hag onestant ez ven maget en pourpr hag instruet en ardoù liberal, evit-se holl em eus-i disprizet palamour da Jezuz Krist pehini am eus choazet evit pried.[»]

1576
Daveenn : Cath p9

Santez Katell, merc'h d'ar roe Koste [Kostus], a voe instruet ha doktrinet en holl ardoù liberal[.]

1576
Daveenn : Cath p5

Grit din [Mari] plaen dougen testeni / A'n poanioù, allas, ha'n c'hastiz / En devoe Doue, hon gwir Roue-ni, / Hag a'n glac'har e Kalvari.

1622
Daveenn : Do. p63

1. Ouzh harz ar Groaz ma'z voe gloazet / Doue hon Roue-ni, krusifiet, / Ez edoa e vamm estlammet, / Ha hi e zivoud hirvoudet.

1622
Daveenn : Do. p59

imprimet e Montroulez gant Jorj Allienne, imprimeur ha librer. 1622. Gant permision ha privilaj ar Roue

1622
Daveenn : Do. p.1

Rouaned

1659
Daveenn : LDJM.1 pog Roy

roue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Roy

kaset arc'hant da deñzor ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg financer (pp.)

listry Roué

1732
Daveenn : GReg pg flote (Flote de guerre.)

pardon jeneral a ro ar Roue eus an droug graet diaraok a-enep e lezennoù

1732
Daveenn : GReg pg amnistie

Og, roue a Vasan a yoa ur jeant pehini en devoa nav ilinad uhelded, pe trizek troadad hanter a uhelded. Hennezh voa ar peulvan, va Doue !

1732
Daveenn : GReg pg geant (Og Roi de Basan étoit un geant qui avoit neuf coudées de haut.)

gwastell ar rouanez

1732
Daveenn : GReg pg gâteau (Le gâteau des Rois.)

an olev sakr evit sakrañ ar Rouanez a Frañs

1732
Daveenn : GReg pg ampoule

Ar roue Charlez eizhvet en hanv a stagas Provañsa ouzh ar rouantelezh a Frañs er bloaz pevarzek-kant chwec'h ha pevar-ugent.

1732
Daveenn : GReg pg annexer (Le Roi Charles VIII. annexa la Provence à la Couronne, en 1486.)

ar roue Herri pevare

1732
Daveenn : GReg pg Henri (Henri IV.)

Gwiskamanchoù ar roue pa vez e serimoni.

1732
Daveenn : GReg pg habit (Les habits Royaux.)

Absalom mab d'ar roue David

1732
Daveenn : GReg pg Absalon

An Hollandezien gentañ en em ravoltas a-enep ar roue a Spagn, pere ay oa lesanvet neuze korked.

1732
Daveenn : GReg pg gueux (Les gueux de Flandre.)

Gwerzhet eo e c'hrefoù gant ar roue.

1732
Daveenn : GReg pg greffe (Le Roi a vendu ses greffes.)

donezon eus a ur somm arc'hant d'ar roue

1732
Daveenn : GReg pg gratuit (Don gratuit du Clergé, ou Decimes extraordinaires tous les cinq ans ; ou des Provinces d'Etat, Languedoc & Bretagne, tous les deux ans.)

Ar roue Frañsez kentañ en hanv ay oa mab d'ar c'hont eveus a Añgoulem eme Rabelais, e termenioù goloet.

1732
Daveenn : GReg pg gosier (Grand-gousier étoit le Pere de Gargantuas, dit Rabelais.)

tud ar roue

1732
Daveenn : GReg pg gens (Les gens du Roi.)

lizher siell a-berzh ar roue

1732
Daveenn : GReg pg (lettre de) cachet (lettre cachetée du Roi, & signée d'un Secretaire d'Etat)

ar roue garro

1732
Daveenn : GReg pg (le Roi de carreau ; la Reine de) carreau

kazioù roue

1732
Daveenn : GReg pg cas (Royaux, cas Prévôtaux)

Absalom mab d'ar roue David en devoa ur pennad kaer a vlev melen, ker fournis ma poueze pemp livr ; petra bennak, hervez Jozep an istorian, ma en troc'he bep eizh miz

1732
Daveenn : GReg pg (Absalom avoit une belle) chevelure (blonde qui pesoit 100. Sicles, qui font selon Genebrard, le poids de cinq livres)qui

ar roue gwir gristen

1732
Daveenn : GReg pg (le Roi très) Chrétien (le Roi de France)

soudard e gwardoù ar roue

1732
Daveenn : GReg pg garde (Soldat aux gardes.)

ne haller na reiñ e donezon, na gwerzhañ, ar madoù a aparchant ouzh an Iliz, nag ouzh ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg appartenant

lez ar gwirioù eus ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg cour (des Aides, cour Souveraine)

an dra-se a zo d'ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg (cela est de la) couronne

kement-se a aparchant ouzh ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg (cela est de la) couronne

kurun ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg (la) Couronne (du Roi, le Diadème)

kurunidigezh sakr ur Roue, ur Priñs absolut

1732
Daveenn : GReg pg couronnement (ceremonie de couronner les Princes)

ar gurunadur sakr eus ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg couronnement (ceremonie de couronner les Princes)

gwardoù ar roue

1732
Daveenn : GReg pg garde (Les gardes du Roi, les gardes du corps.)

doujañ Doue ; doujañ e dad hag e vamm ; doujañ ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg craindre (Dieu ; craindre ses parents ; craindre le Roy)

n'er graen ket vit ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg (je ne le ferois pas pour un) empire

gwir ar roue war an holen

1732
Daveenn : GReg pg gabelle (imposition sur le sel)

kobiri roue

1732
Daveenn : GReg pg gabare (Gabare de Roi, p.)

kobar roue

1732
Daveenn : GReg pg gabare (Gabare de Roi.)

dalc'h roue

1732
Daveenn : GReg pg fief (Fief qui releve immédiatement du Roi)

douaroù

1732
Daveenn : GReg pg fief (Fief qui releve immédiatement du Roi)

finañs ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg finance (Finances , les deniers publics du Roi, de l'Etat.)

finañsoù ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg finance (Finances , les deniers publics du Roi, de l'Etat.)

arc'hant ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg finance (Finances , les deniers publics du Roi, de l'Etat.)

fournisañ arc'hant d'ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg financer

fourniset arc'hant d'ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg financer (pp.)

fournisañ finañs d'ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg financer

fourniset finañs d'ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg financer (pp.)

kas arc'hant da deñzor ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg financer

roue

1850
Daveenn : GON.II pg roé, roué

barne eo anvet gant ar roue

1850
Daveenn : GON.II pr barner

Blenier eo bet anvet gant ar roue.

1850
Daveenn : GON.II pg bléñer (il a été nommé gouverneur par le roi.)

divroet eo bet gant ar roue

1850
Daveenn : GON.II pg divroiñ

gourc'hemenn ar roue eo

1850
Daveenn : GON.II pg gourc'hémenn

gwalenn ar roue

1850
Daveenn : GON.II pg gwalenn-ar-roué (Sceptre, espèce de bâton qui est une des marques de la royauté).

lod eus e veurdez en deus roet Doue d'ar roueed

1850
Daveenn : GON.II pg meûrdez

par eo bet anvet a-nevez zo gant ar roue

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pâr

roueoù

1850
Daveenn : GON.II pg roé

roue

1850
Daveenn : GON.II pg roé, roué

roueed

1850
Daveenn : GON.II pg roué

rouaned

1850
Daveenn : GON.II pg roué

rouanez

1850
Daveenn : GON.II pg roué

rouan

1850
Daveenn : GON.II pg roué

ur roue mat hon eus, Doue r'e viro deomp !

1850
Daveenn : GON.II pg roué

Na ouzer ket c'hoazh pe da goulz e vezo kuruned ar roue

1850
Daveenn : GON.II pg kuruni

Edo e Pariz da gurunidigezh ar roue

1850
Daveenn : GON.II pg kurunidigezh

Ar roue a zo klañv.

1850
Daveenn : GON.II p.60, livre second, "Le roi est malade".

Roue Bro-Saoz a zo klañv.

1850
Daveenn : GON.II p.60, livre second, "Le roi d'Angleterre est malade".

Dezhi [d'ar garantez] omp heñvel holl : hag al laouenanig, / Ho preur-c'hwi, peorien geizh, dister ha bihanik, / Zo kement dirazi ha roue brasañ ar bed ; / Eñ ha c'hwi zo gant Doue gwelloc'h zoken karet.

1867
Daveenn : MGK p119

Tamm dismegañs ne vije bet / Ha pa vije lakaet [ar gwin] war daol ar roue brasañ ; / Tañvaet e voe diwezhat.

1867
Daveenn : MGK p39

Pa gomz ur roue bennak, ne dalv netra deomp-ni / Klask digarez ebet / Na lavaret dezhañ ez eo dreist hor galloud.

1867
Daveenn : MGK p104

Evel-se ez eo bet kollet / Darn tiadoù tudjentiled, / Tudjentiled ha rouanez / Kouezhet maner kaer o furnezh, / Dre ma kredent ne voa dereat / D'ur vamm itron bezañ mamm vat, / Magañ he mab, he merc'h vihan, / Koll he gened, kaout re a boan, / Bezañ evel ur vamm-diegezh.

1867
Daveenn : MGK p136-137

Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed.

1867
Daveenn : MGK p5

Rouanez ha re vras, ni pennoù ar c'hêrioù, / Ha ni ive ezhec'h, en hon tiegezhioù, / Ni laka d'ar marv, ni gastiz ar re fall, / Ha ma ve sellet pizh, dreist ar c'hleuz en tu all, / Ve gwelet marteze oc'h ober meur a dra / A lakafe ar vein en-dro domp da ruziañ.

1867
Daveenn : MGK p84-85

demat roue ha rouanez

1874
Daveenn : GBI.II p56, 58, 68, 118

demat deoc'h roue ha rouanez

1874
Daveenn : GBI.II p454

demat deoc'h aotrou ar roue

1874
Daveenn : GBI.II p568

D’ar mareoù-se, ar re a yoa e kostez ar Roue, e Sant-Brieg, o doa c’hoant da vont war gêr evit tennañ eus ar prizon ar re eus o zud hag eus o mignoned a yoa bet paket gant ar republikaned.

1877
Daveenn : EKG.I. p.62

Er-maez a Vreizh an divroidi, eme Dider Dindaon ! Deomp-ni hor bro gant hor feiz hag hor Rouanez, deoc’h-c’hwi hoc’h hini, gant ho republik, mar kirit. — D’an traoñ ar republik ! d’an douar Mirabeau ! eme Fañch Vihan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.181

Ar re a ouie un dra bennak dioc’h stok an armoù, a veze lakaet e penn ar C’hard nasional ; ya pa vije kavet, rak d’ar mareoù-se e oa c’hoazh rouez e Breizh ar re ne zalc’hent ket mat da vanniel wenn ar rouanez kozh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.309

Bemdez, pa bare an heol, aet he fried d’e labour, e lame pep gwreg yaouank an doenn-se da aveliñ al logig ha da reiñ hent da zont e pep korn da vannoù glanaus roue an Deiz.

1923
Daveenn : SKET p.96

Rak ma kavint ennañ ar pep retañ-holl da bep pobl evit he bleniañ war-du hec’h Amzer-da-zont, - evel ar Steredenn a vlenias gwechall ar rouanez-Vajed war-du ar Silvidigezh- : taolenn o Ganedigezh, ma kemerint diouti Emskiant o Broadelezh keltiek.

1923
Daveenn : SKET p.6

Gant grad-vat an doueed ha war ali an dud-veur aet da anaon, em eus dastumet ar bugenoù ha skrivet an danevelloù warno, er seizhvet bloavezh eus renadur ar roue Ainorix, mab Dovideros, e keoded sakr Andematunnon.

1923
Daveenn : SKET p.11

An ti, bet savet gant an intañvez doujus, gwirion, karantezus, a zo uhel, ledan, ec’hon, marzhel, o tereout ouzh ur roue-ar-bed.

1923
Daveenn : SKET p.14

Dismantroù ar c’hreñvlec’hioù hag ar palezioù a waskede gwechall galloud, pinvidigezh ha brud roueed ar Vriged.

1923
Daveenn : SKET p.14-15

Ar roueed n’eus ken anezho. Steuziet o galloud !

1923
Daveenn : SKET p.15

Teir c’hrugell-vaen am eus gwelet o c’holeiñ bezioù tri eus ar rouanez-se.

1923
Daveenn : SKET p.18

[H]a dre se eo he deus savet dreist d’an holl ouennoù all, e trec’has war vroadoù an douar, e teuas ar roueed anezhi da roueed ar bed (1) hag e tigouezhas en he ferzh impalaeriezh ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.38

Ar rouanez hag an henaourien, digammwidre o ene, a veze dalc’hmat leun a eeunded hag a furnez.

1923
Daveenn : SKET p.68

Ar Roue galloudek, a zo war c’hed er C’hornog pellañ, n’oa ket evito ur bleiz rankles, draster eneoù ha lonker korfoù marv (3).

1923
Daveenn : SKET p.70

Tarv galloudek, karet gant Aventia ha Virionia, tad-kozh roue, setu da ouenn, setu da wad, setu da vab, glan a bep terridigezh da Lezenn.

1923
Daveenn : SKET p.71

Meneget eo ar burzhudoù en danevell a zo o redek e-touez al Lingoned. [sic] Volked an Arkunia hag ar Voged, amezeien dezho, diwar-benn emlazh ar roue Eparios ha muntr an daou vugel ha tregont anezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.75

Eno e savjont o logelloù hag o annez gant aotre ar roueed a-ziwar-dro.

1923
Daveenn : SKET p.90

Dibaouez e kouezhe an delioù diouto en dour sioul ha splann, o wiskañ anezhañ en ur vantell-roue.

1923
Daveenn : SKET p.124

Ul lein vat en devoa debret : istr, un alumenn-vioù, ur pesk (un doulboudenn), un tamm kig-leue poazhet en amann, hag, evit an diwez, un tamm gwastell ar Rouanez, jistr mat ha gwin Bourdel da evañ, ha kafe goude lein… N' oa ket figus an aotrou person !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

An holl dud dirak he lentegezh a zo graet gant un hevelep danvez, ha kalon ur roue dirak he galloud ne dalv ket muioc’h eget hini ur paourkaezh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

dont er-maez a roue

1931
Daveenn : VALL pg abdiquer

donedigezh er-maez a roue

1931
Daveenn : VALL pg abdication

mont er-maez a roue

1931
Daveenn : VALL pg abdiquer

rastell an tri roue

1931
Daveenn : VALL pg baudrier (d'Orion)

Ar chistr a oa c'hwerv ha sklaer : goude lonkañ daou chopinad e tizrojomp buan da selaou ar pezh-c'hoari, Buhez Sant-Gwenole : ar c'hoarier e oan ar muiañ boemet dirak e ampartiz, e oa an hini a rae ar roue Grallon, Tomaz Park a oa anvet.

1944
Daveenn : EURW.1 p71

Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.

1944
Daveenn : ATST p.13

Neuze ar baraer, peogwir e oa roue en e di-forn, a lavaras : — « Ma chom prennet ho kenoù bremañ, genoù ar forn a chomo serret ivez, la ! Grit evel ma karit ! »

1944
Daveenn : ATST p.89

Pa veze Jan-Laou o kas he nadoz er c'hrezioù, e konte din « kontadennoù » 'lec'h ma veze kaoz eus ramzed, eus kornandoned, eus mab an heol ha merc'h al loar, eus roueed, rouanezed, priñsezed kaer gant blev melen, a lakae dija ma c'halonig da lammat evito.

1944
Daveenn : EURW.1 p19

Alan Barveg, Dug a Vreizh, en doa bet aotre e 946 digant e vignon harlu Loeiz IV, roue ar Franked, anavezet gantañ e Londrez, da zigas da Vreizh trevidien c’hall evit kargañ plasoù ar re a oa bet lazhet ha drailhet gant an alouberien norman.

1944
Daveenn : EURW.1 p7

- Ar pezh kaer ! En tu-hont da se a zo bet skrivet gant ar Roue Salaun en e Ganaouenn ar C'hanaouennoù.

1949
Daveenn : SIZH p.55

En anv an Nasion a Vro-C'hall, / Unvan, dirannus ha divrall, / A-berzh ar roue Loeiz, c'hwezekvet eus an anv, / Ra glevo ar Frañsizien, gant ur skouarn danav, / An urzhiadur aozet gant hon Dilennidi / Evit brasañ mad o c'henvroidi.

1960
Daveenn : PETO p15

Dibennet eo ar roue kaezh, / An dispac'herien zo o ren ; / Er c'hêrioù koulz ha war ar maez, / Tud lik ha kloer, an holl a gren.

1960
Daveenn : PETO p28

Beleg, n'eus mui nag aeled na Doue ; / Maro int holl da heul hor c'hozh Roue. / Hon doueez fur, Skiant-Vat, a ren : / Ha doueoù all na Kristoù n'eus ken.

1960
Daveenn : PETO p35

Hervez e vije an anv-se hini ur "roue" Louis gabonat hag a oa dezhañ ar c'horniad-se pa en em gavas eno ar C'hallaoued kentañ, tost d'ur c'hantved a oa.

1985
Daveenn : DGBD p45

N'eo ket se eo a vern dimp ar muiañ, pa'z eo Ilias Homeros, dreist-holl, un istor ma vez graet ennañ an depegn eus santimantoù don ha luziet Rouaned ha Kadourien, Priñsed ha Priñsezed, Doueed ha Doueezed.

2016
Daveenn : ILIAS p. 6

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial