I.
B.
A.
1. KORF
Kroc'henenn danav-tre a bak un organ pe meur a hini, zo gwisket ganti diabarzh ur gavenn eus ar c'horf, diabarzh forzhioù (B.) zo.
Rouedenn ar stomog, ar vierez. Rouedenn gwele al leue : ar c'hroc'henennoù a bak krouell al leue hag an dourenn ma soub.
&
Rouedennoù ar bouzelloù, rouedenn-gof : kroc'henenn zo gwisket ganti diabarzh kavenn ar c'hof hag an divgroazell hag a c'hronn an organoù a gaver eno, war-bouez ar vierezoù.
&
Ent strizh, PEMDEZ
Ar groc'henenn-se end-eeun.
Rouedenn ar pemoc'h a dalvez da c'holeiñ ar formaj.
2. PEMDEZ (db. ar merc'hed)
Lienenn-gourzh.
Digoret eo he rouedenn : diflouret eo.
3. (db. an daoulagad)
Koc'henn.
Ar rouedenn tev ha teñval a vire outañ a welet.
4. Dre skeud.
Pezh a vir ouzh ub. a welet ar wirionez.
Lemel diwar o daoulagad ar rouedenn deñval lakaet warno. Ar rouedenn taolet war o spered.
B.
1. Pennwisk, anezhañ ur wiadenn zo mailhoù enni, a dalvez da zelc'her ar blev.
2. RANNYEZH.
Roued.
3. Dre skeud.
Tro-widre.
Ned ae ket mui nemeur diouzh e garter, kuit d'e dreid da luziañ e rouedenn ebet.
4. Dre skeud.
Kementad pe niver bihan.
Ne oa nemet ur rouedennig tud en oferenn, ar mintin-mañ.
HS. nebeud.
II.
Doar. (db. ar gwiadoù)
Zo uzet-kenañ.
Rouedenn eo ma liñsel.
Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.
1949
Référence :
SIZH
p. 42-43
Palmira a skinas bivig he daoulagad a-dreuz rouedenn danav he mantilhenn. Skediñ a-reas [sic, a reas] ivez he dent e skrin he diweuz ruz-livet, ha daou doullig a fivilas en he divjod kigennet-flour.