Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. B. A. 1. KORF Kroc'henenn danav-tre a bak un organ pe meur a hini, zo gwisket ganti diabarzh ur gavenn eus ar c'horf, diabarzh forzhioù (B.) zo. Rouedenn ar stomog, ar vierez. Rouedenn gwele al leue : ar c'hroc'henennoù a bak krouell al leue hag an dourenn ma soub. & Rouedennoù ar bouzelloù, rouedenn-gof : kroc'henenn zo gwisket ganti diabarzh kavenn ar c'hof hag an divgroazell hag a c'hronn an organoù a gaver eno, war-bouez ar vierezoù. & Ent strizh, PEMDEZ Ar groc'henenn-se end-eeun. Rouedenn ar pemoc'h a dalvez da c'holeiñ ar formaj. 2. PEMDEZ (db. ar merc'hed) Lienenn-gourzh. Digoret eo he rouedenn : diflouret eo. 3. (db. an daoulagad) Koc'henn. Ar rouedenn tev ha teñval a vire outañ a welet. 4. Dre skeud. Pezh a vir ouzh ub. a welet ar wirionez. Lemel diwar o daoulagad ar rouedenn deñval lakaet warno. Ar rouedenn taolet war o spered. B. 1. Pennwisk, anezhañ ur wiadenn zo mailhoù enni, a dalvez da zelc'her ar blev. 2. RANNYEZH. Roued. 3. Dre skeud. Tro-widre. Ned ae ket mui nemeur diouzh e garter, kuit d'e dreid da luziañ e rouedenn ebet. 4. Dre skeud. Kementad pe niver bihan. Ne oa nemet ur rouedennig tud en oferenn, ar mintin-mañ. HS. nebeud. II. Doar. (db. ar gwiadoù) Zo uzet-kenañ. Rouedenn eo ma liñsel.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.

1949
Daveenn : SIZH p. 42-43

Palmira a skinas bivig he daoulagad a-dreuz rouedenn danav he mantilhenn. Skediñ a-reas [sic, a reas] ivez he dent e skrin he diweuz ruz-livet, ha daou doullig a fivilas en he divjod kigennet-flour.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial