Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. A. 1. A-liv gant ar c'histin. Ur c'harvig rous. Ur gazeg rous. & (kreñvaet gant un ak. impl. da adv. pouez.) Rous-takenn : rous-tre. 2. Trl. Bezañ rous e zaoulagad : diskouez bezañ imoret, bezañ droug ennañ. & Selloù rous : selloù imoret, drouk. II. Stn. A. (db. an traoù) 1. Mein rous : greunit kozh, merglet. 2. Moneiz rous : pezhioù moneiz bihan o zalvoudegezh ha teñval o liv. 3. Sac'h rous : sac'h gwiadet gant jut. 4. Soubenn rous : soubenn ar rouz. [1944] Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos. 5. Pikoù rous : brizhelloù (1). 6. Dour rous : dour c'hwez. B. (db. al loened) 1. Moc'h rous : moc'h yaouank a vez war ar peuriñ. 2. Naer rous : naer-wiber. 3. Boued rous : doare buzhug a vev en traezh en aod hag a vez implijet da besketa. C. Trl. Ober kof(ig) rous : chom da rouzañ en heol. & Kaout marc'h rous : bezañ gwarizius, pa reer anv eus priedoù. & Bezañ bet un taol ki rous : bezañ dougerez. & Bezañ fas rous ouzh ub. : bezañ war e du fall. III. Doar. A. 1. (db. mareoù an deiz) Teñval, tost da noz. A-benn neuze e oa rous-mat dija. 2. Trl. kv. (db. an dud) Bezañ erru rous, bezañ rous evel ur c'hwil, evel ur c'had : bezañ rouzet e groc'hen gant gwered an heol. B. Trl. skeud. 1. Bezañ rous an eil ouzh egile : bezañ drouklaouen an eil ouzh egile. IV. Adv. Trl. skeud. Sellet rous ouzh ub. : ober selloù displijet-tre, drouk, outañ. DHS. arrous, damrous, kazh-rous.

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

rous

1499
Référence : LVBCA p177

rous

1659
Référence : LDJM.1 pg roux

liv rous

1732
Référence : GReg pg couleur (brune)

Ezau a werzhas e henañded evit ur skudellad pizigoù rous

1732
Référence : GReg pg ainesse

burell rous

1732
Référence : GReg pg burat (sorte de grosse étoffe grise)

blev rous

1732
Référence : GReg pg cheveu(x châtains)

rous evel ur c'had

1732
Référence : GReg pg basané (hâlé, brûlé par le soleil)

rous

1732
Référence : GReg pg basané (hâlé, brûlé par le soleil), (qui a le teint naturellement brun)

tud rous

1732
Référence : GReg (qui a le teint naturellement brun)

mezher rous

1732
Référence : GReg pg (un drap) brun

rous

1850
Référence : GON.II.HV pg rôuz

n'eo ket rous

1850
Référence : GON.II.HV pg rôuz

Ar paourkaezh loen a ouie diskouez anaoudegezh-vat d'ar re a roe dezhañ tammoù askorn [sic], skolpennadoù minvig soubet el lipig, buzhug kleuz fritet mesk-ha-mesk gant aouravaloù-karantez, farz, bannac'hoù soubenn leun a lagadennoù rous.

1929
Référence : SVBV p6

D'an traoñ, ur c'hamarad a ziglore ar c'histin rous.

1944
Référence : EURW.1 p25

Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.

1944
Référence : ATST p.27

Ruz-roz a oa gant an tizh he dremm rouz [rous] dizolo.

1949
Référence : SIZH p.66

Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].

1949
Référence : SIZH p.43

'Palatat emañ-eñ, Ken ingal ha plaen, 'Vit na teu an tre, Da ruilhal ar maen, Ar vilienn rous He gwiskad lipous.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux