I.
Doar./Stn.
A.
1. A-liv gant ar c'histin.
Ur c'harvig rous. Ur gazeg rous.
&
(kreñvaet gant un ak. impl. da adv. pouez.)
Rous-takenn : rous-tre.
2. Trl.
Bezañ rous e zaoulagad : diskouez bezañ imoret, bezañ droug ennañ.
&
Selloù rous : selloù imoret, drouk.
II.
Stn.
A. (db. an traoù)
1. Mein rous : greunit kozh, merglet.
2. Moneiz rous : pezhioù moneiz bihan o zalvoudegezh ha teñval o liv.
3. Sac'h rous : sac'h gwiadet gant jut.
4. Soubenn rous : soubenn ar rouz.
[1944] Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.
5. Pikoù rous : brizhelloù (1).
6. Dour rous : dour c'hwez.
B. (db. al loened)
1. Moc'h rous : moc'h yaouank a vez war ar peuriñ.
2. Naer rous : naer-wiber.
3. Boued rous : doare buzhug a vev en traezh en aod hag a vez implijet da besketa.
C. Trl.
Ober kof(ig) rous : chom da rouzañ en heol.
&
Kaout marc'h rous : bezañ gwarizius, pa reer anv eus priedoù.
&
Bezañ bet un taol ki rous : bezañ dougerez. &
Bezañ fas rous ouzh ub. : bezañ war e du fall.
III.
Doar.
A.
1. (db. mareoù an deiz)
Teñval, tost da noz.
A-benn neuze e oa rous-mat dija.
2. Trl. kv. (db. an dud)
Bezañ erru rous, bezañ rous evel ur c'hwil, evel ur c'had : bezañ rouzet e groc'hen gant gwered an heol.
B. Trl. skeud.
1. Bezañ rous an eil ouzh egile : bezañ drouklaouen an eil ouzh egile.
IV.
Adv.
Trl. skeud.
Sellet rous ouzh ub. : ober selloù displijet-tre, drouk, outañ.
DHS. arrous, damrous, kazh-rous.
Ezau a werzhas e henañded evit ur skudellad pizigoù rous
Esaü a verzas e henanded evit ur scudellad pisigou rous
1732
Daveenn :
GReg
pg ainesse
burell rous
1732
Daveenn :
GReg
pg burat (sorte de grosse étoffe grise)
blev rous
bléau rous
1732
Daveenn :
GReg
pg cheveu(x châtains)
rous evel ur c'had
1732
Daveenn :
GReg
pg basané (hâlé, brûlé par le soleil)
rous
1732
Daveenn :
GReg
pg basané (hâlé, brûlé par le soleil), (qui a le teint naturellement brun)
tud rous
1732
Daveenn :
GReg
(qui a le teint naturellement brun)
mezher rous
mezer rous
1732
Daveenn :
GReg
pg (un drap) brun
rous
rôuz
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg rôuz
n'eo ket rous
né két rôuz
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg rôuz
Ar paourkaezh loen a ouie diskouez anaoudegezh-vat d'ar re a roe dezhañ tammoù askorn [sic], skolpennadoù minvig soubet el lipig, buzhug kleuz fritet mesk-ha-mesk gant aouravaloù-karantez, farz, bannac'hoù soubenn leun a lagadennoù rous.
Ar paour kaez loen a ouie diskouez anaoudegez vat d'ar re a rôe d'ezañ tammou askorn, skolpennadou minvig soubet el lipig, buzug kleuz fritet mesk-ha-mesk gand aouravaloukarantez, fars, bannac'hou soubenn leun a lagadennou rous.
1929
Daveenn :
SVBV
p6
D'an traoñ, ur c'hamarad a ziglore ar c'histin rous.
D'an traoñ, eur c'hamarad a ziglore ar c'histin rouz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p25
Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.
1944
Daveenn :
ATST
p.27
Ruz-roz a oa gant an tizh he dremm rouz [rous] dizolo.
1949
Daveenn :
SIZH
p.66
Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].
1949
Daveenn :
SIZH
p.43
'Palatat emañ-eñ, Ken ingal ha plaen, 'Vit na teu an tre, Da ruilhal ar maen, Ar vilienn rous He gwiskad lipous.