Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. [1927, 1985] Pred amzer a ya d'ober un abardaez. [1985] Ne ve ket disheñvel an abardaez-se diouzh an abardaevezhioù all. Chomet eo da flapañ e-pad an holl abardaevezh. Abardaevezh vat deoc'h ! 2. Abardaez. Erru eo an abardaevezh. Diouzh an abardaevezh ez in da bourmen. & Abardaevezh-noz : abardaez-noz. Pa vo erru an abardaevezh-noz e sellimp ouzh ar skinwel. II. G. (en ur frazenn danevellañ) [1980] Un abardaevezh : un deiz diouzh an abardaez. [1980] [...] en deus desket deomp ar vicher en ur labourat ganeomp 'pad un abardaevezh. Un abardaevezh ma oamp bet pedet da goaniañ gant hon amezeien e oa savet chikan etrezomp.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

Erru e oa an abardaevezh ha mall a oa deomp klask hol lojeiz en tu pe du.

1878
Référence : EKG.II p.5

Eno e tremene an abardaevezh, o kaozeal gant e c’hoar hag e amezeien.

1878
Référence : EKG.II p.173

Deuet eo an abardaevezh ; ret eo mont en hent.

1878
Référence : EKG.II p.115

Daou zervezh goude taol Trefalegenn, e-pad m’edomp o tommañ en-dro d’un tamm tan hor boa alumet, war-dro peder eur dioc’h [diouzh] an abardaevezh, e teuas en hon touez an Aotrou de Kerbalaneg [sic], atav un aer nec’het dezhañ.

1878
Référence : EKG.II p.101

A-vec’h ma ’z out deut er-maez a vugel, hag e teuez d’al lec’h ma paouez gant e redadenn Kozhiad pep abardaevezh.

1924
Référence : SKET.II p.44

abardaevezh

1927
Référence : GERI.Ern pg abardaez (soirée)

abardaevezh

1927
Référence : GERI.Ern pg abardaez (soirée)

Buan, gant u[n] abardaevezh pe gant ur sulvezh plijadur a-gevret, e veze ankounac’haet trubuilhoù ar gompagnunezh skol.

1944
Référence : EURW.1 p.196

Un abardaevezh a viz Genver 1890, prestik goude distro an deiz kentañ 'r bloaz, Aogust ar Roc'h ha me, hon-daou ken heuget an eil evel egile gant ar vuhez kolaj, a zivizas mont kuit etrezek ar gêr.

1944
Référence : EURW.1 p35

An abardaevezh-se, e oa pignet en-dro ar breur Arturo diouzh an iliz d'e logig wenn, trefuet, aet war e gement-all.

1949
Référence : SIZH p.58

[...] en deus desket deomp ar vicher en ur labourat ganeomp 'pad un abardaevezh hag en ur respont d'hon goulennoù

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 5

O ! un tremen didrouz kaer eo, ne ve ket disheñvel an abardaez-se diouzh an abardaevezhioù all panave e tilestran henozh, hag an darn vrasañ eus an dreizhidi a chom c'hoazh er bourzh a zo da vat, d'an eur-se, oc'h ober o c'housk-aez.

1985
Référence : DGBD p23

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux