Télécharger les mots parents abardaevezh abardaeziñ abred aez pardaez
abardaez
abardaez
E-doug an deiz e talc’hjont da strivata ha, d’an abardaez-noz, og ha divi, en em lezjont da vonet.
« Gouenn ar Gelted, Adaqi he luskellas, — En Amzer-gent ; — He luskellas e yaouankiz an deiz ; — He luskellas e gwrez ar c’hreistevezh ; — He luskellas e ruzder an abardaez, en Amzer-gent ; — Pa gouehze an dourioù sakr eus ar c’hrec’hioù neñvel, — Ha ma luc’he seizh liv ar ganevedenn a-us da islonk an doureier. »
abardaez
Ar sulvezh-se, sulvezh d’abardaez ha deiz pardon bras Lotei-Landremel, an amzer a oa klouar, ha, peogwir e oa bras an dour er stêr, Lukaz, skluzier Penn-ar-Pont, en doa kavet gwelloc’h kemer e higenn ha mont da besketa eget mont d’an tu all da bardonañ.
— « An abardaez a zo o tont, Job, mes an noz a zo pell c’hoazh. »
Da gaeraat he c'hened, an abardaez-se, n'he doa Palmira netra nemet teir jenoflenn ruz war he c'halon.
Sin ha diogel e oa ar « patio », en abardaez, e-giz ur baradozig.
Un azen yaouank e oa, ha ken hir, ken fonnus, ken start e trompilhas e joa-bevañ : madelezh ar peuriñ, ha levenez heol an abardaez e natur Doue, ma voe stad en iliz kozh moredet en he zeñvalijenn.
Bep gwener d'abardaez, e vez bodet, hervez ar Reolenn, an holl zanvez-leaned hag ar vreudeur-lik e chapel ar gouent evit «anzav » a vouezh uhel, dirak an holl, hag a-youl-kaer [sic], un torr pe dorrig d'ar Reolenn.
En abardaez a-raok degouezhout e Konakri eo e kouezhas warnomp ar barr-arnev kentañ a welis e broioù an drovan.
Deuet e oa tri devezh diouzh renk hag e gavout a raen er gêr bep abardaez pa zeuen en-dro eus al labourva.
Mots précédents
Mots suivants
abardaezig