re abred
ober un dra re abred
abretoc'h
re abred
abretoc'h eget pemp eur
« Job », emezi, « an dic’harzh n’eo ket, sur, boulc’het start, rak ho falz a oa chomet war gorre an armel. It eta d’ar waremm hiziv ha boulc’hit an dic’harzh evit mat ! Ha, dreist-holl, na lavarit ket gevier d’ho mamm, rak ar mammoù a zo finoc’h c’hoazh eget o bugale, hag, abred pe ziwezhat e teuont atav da c’houzout ar wirionez ! »
D’ar [M]eurzh-vintin, — rak n’eus nemet daou zevezh abaoe m’eo komañset an istor-mañ, — Job a savas abred.
Ar breur Arturo ne zistanas [ket] e wad, ne zeuas ar c’housked dezhañ nemet d’ar mintin abred, pa voe poent sevel. Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh.
Biskoazh n’am boa pedet gant kement a feiz hag a galon, ha biskoazh [sic] moarvat ne zegouezho din hen ober : lakaet am boa em penn [sic, em fenn] e vijen selaouet gant ar Werc’hez Vari, ha krediñ a rae din en divije truez ouzhin ar Mabig Jezus [Jezuz] bennozh d’erbedenn e vamm, ha ne fellje ket dezhañ ober ken abred ganin ur minor.
Dre ma rankjemp sevel abred evit hon arnodenn, kerkent ha lonket koan e c’houlennis digant gwreg an ti pelec’h e oa hor c'hambr, rak ne oa nemet ur gwele evidomp hon-daou, hag ar vaouez-se, gant koef Fouenant war he fenn, da dreiñ war-du un tammig matezh oc’h ober stamm en he c’hoazez war ur skabell, ha da c'hourc'hemenn dezhi e galleg marzhus Rekourañs : "Alo 'ta Marie, lève ton cul de là pour montrer aux Messieurs !"
Kent na lakais troad er c'hazarn, e tlee an deskarded sonerien sevel un tammig abretoc'h ar Meurzh hag ar Gwener, rak hervez ar reolenn ret e veze dezho diskenn er porzh da seizh eur, tapout pep a fuzuilh, mont ha dont, redek, lammat ha sailhat gant ar benveg-se war o skoaz, gourvezañ hag ober kement tra all itriket gant ur c'harter-mestr "sako" evel ma veze graet diouzh ar fuzulherien.
Gallout a reer, kwita, bevañ mat[-]kenañ hep gouzout pet eur eo : abred a-walc’h e teuio an Ankou da skeiñ war va skoaz ha d’ober din va stal.
D'ar sul da noz, avat, e-keit ha ma oad o sammañ e bourzh al lestr ar pezh a gasemp ganeomp, ar binasenn, ur c'hamion, ha meur a dra all, edomp o koaniañ e sal-debriñ an "Asie" hag a loc'has ac'hano war-dro un eur pe div eur noz evit bezañ e Libreville abred diouzh ar mintin.
Berz[h] bras a reas ha degemeret e voe an opus francigenum er broioù all, abred pe ziwezhat.
Dav eo ober anv amañ deus un dra all : abred pe ziwezhat e vo embannet gant ur stourmer entanet ez eo ret sevel obererezhioù feulsoc'h-feulsañ peogwir e vez graet gant feulster (ha feulster bras a-wechoù) gant an enebourien.
Marteze e fizio Seimenis aferioù all ennout ken abred ha warc'hoazh pe kavout a ri ur c'huzulva alvokaded all.
"Kavet ec'h eus un dra bennak pe abred eo c'hoazh?"