Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. A. 1. [1350, 1499, 1659, 1732, 1850, 1931, 1943, 1960, 2015] Pennad amzer. Gortoz un tamm pred. Ur predig amzer. Chom a reas da sonjal ur predig amzer. 2. Pennad amzer resis ma c'hoarvez pe ma se vener un obererezh bnk. Mar fell deoc'h, setu ar pred. Ar pred zo deuet. Evit ar pred : evit ar mare. Diwar ar pred-se : diwar ar mare-se. HS. koulz (anv-kadarn gourel), mare, poent. 3. Doar. Pred eo : poent eo. Tremen pred eo. Pred eo din mont kuit. Pred eo mont da gousket. B. SONEREZH Rann eus ar ventad. Un dañs a dri fred. & Pred kreñv : rann eus ar ventad ma c'hortozer d'ar son bezañ kreñvaet. & Pred gwan : rann eus ar ventad lec'hiet etre daou bred kreñv. II. A. 1. Trl. Pred (ar) boued : boued, hollad ar meuzioù hag an diedoù a gemerer en ur wech, d'ur c'houlz resis. Degas ur pred boued eus ar gwellañ war an daol. & Dre verr. Aozañ pred. Ober tan evit ar pred. Ur pred c'hwek, digoust, fetis, lipous, mat. [1924] evit ober tan da dommañ pe da boazhat hon frejoù [...]. 2. Trl. Ober ur pred : predañ. & Mont d'e bred : mont da bredañ. & Bezañ gant e bred : bezañ o tebriñ. & (impl. da anv hollek) Kaout pred ha gwele e ti ub. : boued ha lojeiz. & Tr. estl. Bec'h d'ar pred ! : krogomp da bredañ. HS. koan, lein, merenn. 3. [1985] Obererezh debriñ, a sevener meur a wech bemdez, d'ur c'houlz resis pe resisoc'h hervez giz ar gevredigezh a vever enni. Mare ar pred. goude pred, war-lerc'h pred kreisteiz. Ur pred da greisteiz, un all diouzh an noz ha netra ken. & Pred mintin : lein. & Pred koan : koan. Pred merenn : merenn. & Pred dimeziñ, eured : a gemerer da-geñver un dimeziñ, un eured. & Trl. Bezañ hanter-bred : bezañ erru gant hanter ar pezh a zebrer d'ur mare bnk. Ni o seniñ dezho p'edont hanter-bred. B. Dre ast. Kementad taolioù bras pe vrasoc'h. Ur pred en doa bet digant e dad. M'he dije tapet anezhañ en dije bet ur pred diganti. HS. gwiskad, roustad, saead.

Exemples historiques : 
58
Masquer la liste des exemples

gwamm garet nepred

1350
Référence : ISYK.I p107

pred

1499
Référence : LVBCA p168

pred eo studiañ

1659
Référence : LDJM.1 pg (il est) temps (d'estudier)

pred eo

1659
Référence : LDJM.1 pg pret (eo)

pred

1659
Référence : LDJM.1 pg repas

kempred

1659
Référence : LDJM.1 pg auant le temps

d'ar pred-mañ

1732
Référence : GReg pg apresent

kent pred

1732
Référence : GReg pg avant (avant le tems)

da bred lein

1732
Référence : GReg pg heure (A l'heure du dîné.)

pred

1732
Référence : GReg pg fois

e maez a bred

1732
Référence : GReg pg (a) contre-temps

abostoli a rai enn oféren-bréd

1850
Référence : GON.II pg abostoli

pred

1850
Référence : GON.II pg kempréd, keñtel, préd, prét, kouls

pred

1850
Référence : GON.II pg abréd

gwallbred

1850
Référence : GON.II pg gwall (-bréd)

n'eus ket a wallbred

1850
Référence : GON.II.HV pg gwall (-bréd)

pred

1850
Référence : GON.II pg préd, prét

préd eo moñt

1850
Référence : GON.II pg préd, prét

da bred lein

1850
Référence : GON.II pg préd, prét

predoù

1850
Référence : GON.II pg préd, prét

prejoù

1850
Référence : GON.II pg préd, prét

e bevar fred bemdez a ra

1850
Référence : GON.II pg préd, prét

pred ar foennerezh

1850
Référence : GON.II.HV pg préd (-ar-foennérez)

pred beure

1850
Référence : GON.II.HV pg préd (-beûré)

prejoù karantez

1850
Référence : GON.II.HV pg préjou (-karañtez)

Dont a reas 'ta Noemi gant Ruth ar Voabitez he merc'h-kaer, eus ar vro bell-se ; hag e tistroas da Vethlehem, er pred ma edod o vidiñ an heizoù kentañ.

1850
Référence : GON.II p.100, Buez Ruth

Pa vezo pred dibriñ, deuit amañ, ha dibrit bara, ha soubit ho kenaouad er gwinegr.

1850
Référence : GON.II p.102, Buez Ruth.

Pred eo beriañ ar c'hig.

1850
Référence : GON.II pg béria (Il est temps d'embrocher la viande).

Gant aon n'ho pe-c'hwi droug, droug a c'hell c'hoarvezout, n'em bo mui da'm magañ nemet daeloù, hirvoud. Hiviziken me ne welin nemet lasoù ha sparfelled; pa vezo glav, e lavarin : ha va breur paour, pelec'h eo aet ? Hag-eñ en deus ezhomm a netra 'bet bremañ ? Ha debret eo e bred, hag er goudor emañ ?

1867
Référence : MGK p18

N'eus forzh ! Eus hoc'h holl brejoù mat, me ne fell din takenn, gwell ganin mont d'ar c'hoad. Hag ar bleiz en e dro, ha da skarañ mibin. Abaoe red atav.

1867
Référence : MGK p9

Ar razh, deut poent ar pred, / D'ar re all a lavar : — « Asa ! va mignoned, / Petra zo n'omp hiriv nemet tri da leinañ ? »

1867
Référence : MGK p46

P’en devoe debret e bred, Job Karo a lavaras dezhañ : — Tad manac’h, ret eo deoc’h chom a-zindan-guzh [...].

1877
Référence : EKG.I. p.46

pred

1909
Référence : BROU p. 412 (ce mot a presque totalement disparu devant : répas, repásou)

e pleg ar prejoù

1909
Référence : BROU p. 410 (entre les repas)

E bred hon eus debret ha lidet e c’hoarioù-kañv ; lazhet hon eus dezhañ war e vez e gezeg, e oc’hen, e sklaved ha hanter-kant prizoniad-brezel dibabet a-douez ar grenvañ, ar re gaerañ.

1923
Référence : SKET p.19

En hevelep pred e tigouezhe dalc’hmat ar c’houblad doueel, hag ivez en hevelep doare.

1923
Référence : SKET p.60

Kalz a boan en deus ar paotr-se graet d’ar valtouterien, evit bezañ diaochet un tamm koad pe daou, e-pad ar goañv, skorn hag erc’h war an douar, evit ober tan da dommañ pe da boazhat hon frejoù, pe evit bezañ dastumet bozadennigoù holen evit sallañ hon boued ?

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

Da betra e talv dezhañ e holl anaoudegezh anezhañ e-unan ? Didalvoud e van, eta, alies an emanavezout ; an emvestroniañ, avat, a dalv bemdez ha da bep pred (1).

1924
Référence : SKET.II p.30

Nag an diskleriadurioù a-berzh an Henamzer, nag ar goshañ lennegezh anezho ne ro da grediñ ez oant bet, en ur pred pe bred, an hunvreerien habask ha melkoniek faltaziet gant Renan ha Keltomaned an XIXvet kantved, [...].

1924
Référence : SKET.II p.24, notennoù

Ur beurevezh, war-dro kreiz an hañv, edo Vindosêtlos dirak an ti-kegin o tigroc’heniñ ur maout da bred e dad hag e vamm.

1924
Référence : SKET.II p.37

War-lerc'h ar c'hi, nemet da goulz ar pred e ve, e kerzhe atav e vestr, an aotrou Pissoli, adjudant-diwaller kreñvlec'h Berrtomm. Kerkent ha ma veze gwelet fri du Tirfeu, unan pe unan eus ar seizh a youc'he : "22!" hag hini ebet ac'hanomp ne veze tapet o sellout ouzh an oabl.

1929
Référence : SVBV p7

Debret ar pred, lipet al loaioù, hor bizied hag hor mourennoù, dastumet hor c'hontilli en hor godelloù ha graet bep a reuziad breugeudiñ, m'en em daolas [evit daolis] war va gwele.

1929
Référence : SVBV p.13

Sell Goulc'hen ! emeve d'ur c'henvroad, azezet ez eeun din, sell 'ta ! emaomp en em gavet damdost da Vassalia (Marseille), rak santout a ran c'hwezh ar c'hignen gant tud ar vro-mañ ! Ha te, kenveajour, c'hwezh peseurt a santez ?... – C'hwezh an ognon emezañ din ! – Ma, tanav eo da fri, keneil, rak skoet-mat ec'h eus, m'el lavar dit ! pa'z eo gwir Kreisteiziz n'o deus da lonkañ nemet soubenn an ognon bep pred : soubenn an ognon, kignen hag olivez mesk-ha-mesk, d'o lein, d'o merenn, d'o merenn-enderv, d'o c'hoan ha d'o askoan !

1929
Référence : SVBV p9

pred

1931
Référence : VALL pg apparat

herrder pred-mañ-pred

1931
Référence : VALL pg (vitesse) acquis(e)

e pred

1931
Référence : VALL pg à propos

Pêr a gav e kav an ti lez-varn, gwin evit "netra" : pourvizionoù a oa ganto en o zrouin : sardined, fourmaj ha chokola... An daou vignon, eta, a reas ur pred kennerzhus ha sasun.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Anat eo ez eo diaes-bras merkañ petra a zeu diwar ar bignidigezh flandrek hec'h-unan, o vezañ ma edo live ar mor ha live an douar oc'h uhelaat d'an hevelep pred.

1943
Référence : TNKN p51

'[H]ed ar pred e veze evet sistr ha gwin, goustadik da gentañ, gant ober tammoù « komplimañchoù », hardishoc'h goude an anduilh a zigase sec'h, lipr-ha-lipr gant ar rost ; skarzhet ar gwer en ul lonkadenn gant ar madigoù[.]

1944
Référence : EURW.1 p26-27

Ar pred kentañ a dremenas kuit a dabut.

1944
Référence : EURW.1 p82

Me a yae da-heul, ha derc'hel a rin da viken soñj dudius eus predoù fetis ar maezioù en amzer-se ma lavared dre holl Frañs : « La Bretagne, pays pauvre, terre des landes et des bruyères, où l'on se nourrit encore de pain noir et de gruau (?) ».

1944
Référence : EURW.1 p27

Kentoc'h pondalez an ifern !... Emañ aze, e-harz e dreid, kousket sioul evit ar pred, - ar mor, an tigr, ar sarpant a oar kousket ivez! - gant e reuzeudien o buhezioù diroll, prest da dorc'hweniañ en-dro, kerkent ha ma vint dihun, el likaouerezh an hudurañ...

1949
Référence : SIZH p.48

Da gement pred nemet tri zraig, / Magadur dreut, divlaz d’am staon : / Em skudell dour, holen, baraig. / Penaos, eta, terriñ ma naon ?

1960
Référence : PETO p28

Ma c'hefridi eo deut ar pred, / Kuit a fazi d'he c'has da benn, / Hag en ober 'rin pa 'z eo ret, / Dre breder kriz ma micher denn.

1960
Référence : PETO p13

Da bred ar varn hep simudiñ, / O c'hlevout komz ' vo un dudi.

1960
Référence : PETO p48

Yaouankik on ha n'eo ket hir / Ma skiant-prenet, evit gwir ; / Ur ger, avat, diwar ma fed, / A lârin daoust ha ma 'z eo pred / Deoc'h prim ac'hann redek da guzh / Pa gerzh an amzer ha pa uz.

1960
Référence : PETO p59

Da greisteiz hanter e vez merenn, hogen ne bad ket pell ar predoù, servijet ma vezer buan gant mevelien akuit niverus.

1985
Référence : DGBD p11

"Petra eo se, a-ratozh e rez?" a c'houlennan outi. "Reiñ din an holl doareoù fall e-kerzh ar pred. Ha c'hoazh pa vijent doareoù fall evit gwir, kompren a-walc'h a rajen. Met aze eo ur sorc'henn ez eo."

2015
Référence : EHPEA p30

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux