Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. A. 1. [1659, 1732, 1850, 1904, 1927, 1931, 1985, 2015] A-raok ar c'houlz ret, reizh, dereat, boas. Abred-mat. [1732] Ober un dra re abred. [1732] Abred a-walc'h. [1850] Abred e vouilhas ar gwez er bloaz-mañ. [1850] Abred ez in. [1850] Distaliet eo abred gantañ. [1954] [...] lakaet [e]m boa em [f]enn e vijen selaouet gant ar Werc’hez Vari, ha krediñ a rae din en divije truez ouzhin ar Mabig Jezuz bennozh d’erbedenn e vamm, ha ne fellje ket dezhañ ober ken abred ganin ur minor. [1985] Bezañ abred diouzh ar mintin. [2015] Kavet ec'h eus un dra bennak pe abred eo c'hoazh ? Degouezhout re abred, gwall abred en ul lec'h bnk. : kalz a-raok ar c'houlz ret, reizh, dereat, boas. Sevel abred, abred-mat, abredik diouzh ar mintin. Mont abred da gousket. Abred emaoc'h war-sav. [1955] Jarl, tremen poent eo dit mont da gousket, rak sevel abred az po d’ober warc’hoazh ! & Bezañ abred a-walc'h evit ober udb. : bezañ a-raok ar mare diwezhañ ma c'haller c'hoazh e ober. & Bezañ abred d'ober udb. Abred on c'hoazh. Abred int da zimeziñ. & Trl. [1927] Bezañ abred da vezañ nouet : na vezañ deuet e goulz da vervel c'hoazh. [1927] Abred on c'hoazh da vezañ nouet. & Trl. skeud. Re abred e kan ho kilhog : fougasiñ a rit re vuan. ES. diwezhat. 2. [1732, 1850, 1927] D'ar mare mat, dleet. [1732] Boazit abred ho pugale da bidiñ Doue. [1732] Akustumit abred ho pugale da bidiñ Doue. [1850] Boazit abred ho pugale da bediñ Doue. HS. e-koulz. 3. (db. an eurieroù) Bezañ abred, re abred : bezañ a-raok an eur reizh. Abred emañ an horolaj. & (en e zerez uheloc'h) Lakaat un horolaj, ur montr, h.a. abretoc'h : a-raok an eur ma oa diagent. 4. (db. an eur, gant bezañ hep merk gour) Abred eo : emeur e deroù ur prantad bnk. Abred eo c'hoazh. & Trl. Abred an deiz eo c'hoazh : abred eo c'hoazh, en deiz. ES. diwezhat. B. 1. Dindan nebeut a amzer. Ar chas a oar abred pegoulz e faziont. 2. (en dazont) [1850] A-benn nebeud amzer. [1850] A-bred a-walc'h e vezo dizonet eus a gement-se. HS. a-raok pell. C. Tr. adv. [2013] Abred pe ziwezhat : mare pe vare, a-benn nebeut pe pell war-lerc'h. [2013] Degemeret e voe an opus francigeum er broioù all abred pe ziwezhat. Abred pe ziwezhat e ranki daskoriñ an arc'hant-se. & Abred ha diwezhat : adalek deroù ur prantad bnk. betek an dibenn anezhañ, da bep koulz. Ar vaouez-se he deus labouret abred ha diwezhat : a-hed he buhez. & D'an abretañ : troienn a dalvez da c'heriañ ne c'hallo ket an dra-mañ-tra c'hoarvezout, bezañ sevenet a-raok ur c'houlz a veneger. Dont a rin en-dro er miz a zeu d'an abretañ. & An abretañ ar gwellañ : gant an nebeutañ a zale a c'haller kaout. Grit an dra-se an abretañ ar gwellañ. D. (en e zerez uheloc'h) [1931] A-raok ar c'houlz-mañ-koulz. [1931] Abretoc'h eget pemp eur. Stagañ a rin da labourat abretoc'h(ik), un nebeud abretoc'h warc'hoazh. II. A. Doar./Stn. (db. an traoù) 1. (db. ar frouezh hag al legumaj) [1850, 1927] Darev, mat da zebriñ a-raok ar braz eus ar frouezh, al legumaj zo a seurt gantañ. [1850] Per abred int. An avaloù-se zo abred-abred. Avaloù-douar abred. ES. diwezhat. 2. (db. an eurieroù) Zo a-raok an eur reizh. Abred eo an horolaj. 3. Ur goan abred : a zebrer a-raok an eur voas. ES. diwezhat. 4. Trl. pemdez. An taol abred a c'hounez ordinal : p'en em gemerer abred, e teuer a-benn peurliesañ. B. Stn. (db. an dud) 1. (db. ar vugale) [1927] Gouest da ober udb. a-raok ar braz eus bugale e oad. Ur bugel abred da gerzhet. 2. (db. ar vugale) Zo diorroet e gorf, e spered muioc'h eget hini ar braz eus bugale e oad. Ur paotr abred. [1924] Ha Bilzig, paotr abred, lemm ha prim [...]. 3. Dre vousgoap. [1927] Dilu. N'oufe ket bezañ ur plac'h gwall abred. ES. diwezhat. 4. (db. ar c'hrennardezed) Troet da zaremprediñ ar baotred a-raok ar braz eus ar merc'hed all. Ur plac'h abred eo honnezh. 5. Trl. Bezañ gant e veg abred : komz hep prederiañ diagent. 6. (db. an douar) A ra splet. Douar abred eo douar Rosko, n'eo ket hep gwir en deus brud. 7. ROUEZ., DISPRED. (er skridoù relijiel) [1575] A zeu war-lerc'h. [1575] En anv an Tad, ar Mab abred, Roue ha krouer, ha'r Glan Spered. III. Impl. da ak. Trl. War an abred : e deroù ur c'houlz bnk. Kaer e oa ar c'herc'h war an abred : e deroù ar c'houlz bloaz.

Skouerioù istorel : 
75
Kuzhat roll ar skouerioù

En hanv a'n Tad, ha'n Mab abred, / Roue ha krouer, ha'n Glan Spered [;] / Un Doe anavet drez kredan [dre a gredan]/ Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan

1575
Daveenn : M. p34

abred

1659
Daveenn : LDJM.1 pg a bret

Akustumit abred ho pugale da bidiñ Doue.

1732
Daveenn : GReg pg habituer (Habituez de bonne heure vos enfans à prier Dieu.)

re abred

1732
Daveenn : GReg pg avant (avant le tems)

abred

1732
Daveenn : GReg pg (de) bonne (-heure)

abred a-walc'h

1732
Daveenn : GReg pg (d'assez) bonne (-heure)

re abred

1732
Daveenn : GReg pg (trop de) bonne (-heure)

frouezh abred

1732
Daveenn : GReg pg fruit (Fruits précoces.)

abred-mat

1732
Daveenn : GReg pg heure (De fort bonne heure.)

Boazit abred ho pugale da bidiñ Doue.

1732
Daveenn : GReg pg habituer (Habituez de bonne heure vos enfans à prier Dieu.)

abretoc'h

1732
Daveenn : GReg pg heure (De meilleure heure.)

ober un dra re abred

1732
Daveenn : GReg pg anticiper

re abred

1732
Daveenn : GReg pg heure (De trop bonne heure, trop tôt.)

Abred eo glazet e vlev.

1732
Daveenn : GReg pg grisonner (Les cheveux lui ont grisonné de bonne heure.)

Dija ? kerkent ? ken abred ? kentizh ? dija livirit ? dija ? dija ?

1732
Daveenn : GReg pg déja ? (sitôt ?)

abred

1732
Daveenn : GReg pg heure (De bonne heure.)

abred

1850
Daveenn : GON.II pg a-bréd, abréd (De bonne heure ; A temps ; Précoce ; Hâtif).

Abred e vouilhas ar gwez er vro-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg boulasa (Les arbres bourgeonnent de bonne heure dans ce pays-ci).

abred

1850
Daveenn : GON.II pg a (de bonnne heure, à temps), pg a-bréd, abréd (De bonne heure ; A temps ; Précoce ; Hâtif).

abred ez in

1850
Daveenn : GON.II pg abréd

Boazit abred ho pugale da bediñ Doue.

1850
Daveenn : GON.II pg boaza (Accoutumez de bonne heure vos enfants à prier Dieu).

Per abred int.

1850
Daveenn : GON.II pg abréd (Ce sont des poires hâtives).

Distaliet eo abred gantañ.

1850
Daveenn : GON.II pg distalia (Il a détalé de bonne heure).

Abred a-walc'h e vezo dizonet eus a gement-se.

1850
Daveenn : GON.II pg dizouna (Il en sera privé asssez tôt).

Na [sic] falc'her ket abred hevlene.

1850
Daveenn : GON.II pg falc'ha, falc'hat (On ne fauche pas de bonne heure cette année).

An anken en deus e grizet abred.

1850
Daveenn : GON.II pg kriza (Le chagrin l'a ridé de bonne heure.)

Peurc’hraet ez pezo-te abred ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, « Auras-tu fini de bonne heure ? »

Abred e leinimp hiriv, rak-se ne zaleit ket.

1850
Daveenn : GON.II p.66, "Nous dînerons de bonne heure aujourd’hui, ainsi ne tardez pas".

Va zad pehini a gar e vugale, o c'helenn abred.

1850
Daveenn : GON.II p.72

Dont a rejont abred.

1850
Daveenn : GON.II p.79

'Vel aered, en nevez-amzer, / Ma taolfe darn kroc'hen o lêr, / E ve anavezet abred / E pe benn emañ o spered.

1867
Daveenn : MGK p62

Ar fur war-c'hed atav, ha graet gantañ e bak, / Atav zo krog er stur, / Dre m'en deus a-bell zo en em gelennet mat, / Eo ret dezhañ mervel abred pe ziwezhat.

1867
Daveenn : MGK p.100

Un den toc'hor ha kantvloaziad / En ur glemm doanius war e stad, / Lavare d'ar marv [e] rae dezhañ re abred, / Hep bezañ war e du, mont er-maez eus ar bed.

1867
Daveenn : MGK p101

« Klemm a rit hep abeg e teuan re abred ; / Ha n'ho peus-hu kant vloaz ? Kavit din-me, m'ho ped, / Un all war-dro amañ zo ker kozh ha ma'z oc'h ? »

1867
Daveenn : MGK p101-102

Hennezh a oa ur c’hemener, pe un artizan-pleg, eus ar C’hozhvarc’had, hanvet Per ar C’houilh, o vont abred d’e labour.

1877
Daveenn : EKG.I. p.131

Doue a falveze dezhañ digoll, ar c’hentañ ar gwellañ, er bed all, el lec’h m'emañ ar gwir eürusted, ar venec’h eus ar boan o doa hag eus ar binijenn a raent war an douar, ha paeañ anezho abred eus ar vad a raent d’o nesañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.36

Mes lezit-eñ, ne gollo netra evit gortoz, ni her c’havo abred pe ziwezhat.

1878
Daveenn : EKG.II p.169

Difenn a ra an [a]otro[u] Doue, en e gourc’hemenno[u] laerezh e dra diwar an nesañ : hag al laer a ve tizhet abred pe diwezhat.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

A-hend-all, mat eo neveziñ a-wecho[ù] : ar spered a skuizh abred o pleal gant ar memes tra, evel ar c'horf o c'hoiñ bemde[z] ar memes boued.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

abred

1904
Daveenn : DBFV pg abret (à temps, de bonne heure, tôt, bientôt)

abretoc'h

1904
Daveenn : DBFV pg abret (plus tôt)

Ha Bilzig, paotr abred, lemm ha prim, a sune, a zene ar c’haozoù, al lavarioù, ar sonioù, ha dindan e eñvor digor-frank e tastume anezhe.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Abred a-walc’h e c’hwezho Avel gwalarn war ar rozenn Abred a-walc’h e sklabezo E delioù war hent an anken !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Pe vern din em sammfe an Ankou un nebeud bloavezhioù abretoc’h eget ar re-all ?

1924
Daveenn : SKET.II p.41

Intañvez abred a oa chomet Marc’harid gant daou vab.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Keuz da Vilzig d’e vamm-gozh, ha dourek e ouelas ; bugelig a oa, hag ar c’heuz, ar glac’har abred a sil a-dreuz eñvor ar vugale.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.812 (Genver 1924)

— Ma ! an deiz all, Anton ar Saoz, o vont d’an aod, abred eus ar beure a z[am]welas, ur gornandonez o kribat he blev, en ur bod lann, entre ar bourk ha Pennenez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Buhez Bilzig a zo bet sklaerijennet, holl alaouret gant an aezhenn [g]uñv ar garantez a c’hwezhas abred war e galon a vugel paour hag emzivad.

1925
Daveenn : BILZ2 p.180

abred

1927
Daveenn : GERI.Ern pg abret (à temps, de bone heure ; fruit précoce ; par ironie homme de peu d'esprit, un peu sot)

abred on c'hoazh da vezañ nouet

1927
Daveenn : GERI.Ern pg abret (c'est un peu tôt pour moi de recevoir l'extrême-onction)

abred-mat

1927
Daveenn : GERI.Ern pg abret (très tôt)

abred da gerzhet

1927
Daveenn : GERI.Ern pg abret (enfat avancé, qui marche de bonne heure)

abretoc'h

1931
Daveenn : VALL pg avant (au sens de plus tôt)

abretoc'h eget pemp eur

1931
Daveenn : VALL pg (se lever) avant (cinq heures)

re abred

1931
Daveenn : VALL pg avance (trop tôt)

Pa ever alkool alies e teuer buan da gaout ezhomm anezhañ hag, abred pe ziwezhat, ne c'heller ket mui tremen heptañ.

1943
Daveenn : TOAA p.2

An deiz war-lerc'h vintin, abred, ur c'hloc'h a sonas un tu bennak, hag ar « pion », savet dija, a strakas en e zaouarn hag a huchas : Dominus vobiscum.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

An deiz-se e veze gwelet an doucherien o kemer abred penn an hent, en ur ren o saout pe o moc'h dre o funienn.

1944
Daveenn : EURW.1 p27

Ar re gentañ erru a choaze o gwele[,] ni ne oamp ket abred hag ar c'hornioù mat a oa-holl kemeret.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Paotr abred, e oan pell a oa, oc'h astenn ma fri en-dro d'al liorzhoù, evel ur bugel ha n'en devoa nemet se d'ober da dremen e amzer.

1944
Daveenn : EURW.1 p.181

D’ar [M]eurzh-vintin, — rak n’eus nemet daou zevezh abaoe m’eo komañset an istor-mañ, — Job a savas abred.

1944
Daveenn : ATST p.67

« Job », emezi, « an dic’harzh n’eo ket, sur, boulc’het start, rak ho falz a oa chomet war gorre an armel. It eta d’ar waremm hiziv ha boulc’hit an dic’harzh evit mat ! Ha, dreist-holl, na lavarit ket gevier d’ho mamm, rak ar mammoù a zo finoc’h c’hoazh eget o bugale, hag, abred pe ziwezhat e teuont atav da c’houzout ar wirionez ! »

1944
Daveenn : ATST p.68

Ar breur Arturo ne zistanas [ket] e wad, ne zeuas ar c’housked dezhañ nemet d’ar mintin abred, pa voe poent sevel. Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Sevel a rae trouz a-wechoù ha mont a rae hini pe hini yennet gantañ da glemm d’an Aotrou Farigoul, met abred e sante Toto c’hwezh fall gant an amzer, ha skaret kuit e veze bep tro, gwech da Giberen, gwech da Doulon pe Cherbourg, gwech e lec’h all, ha bremañ, tudoù, kit da redek war e lerc’h…

1954
Daveenn : VAZA p.177

Kent na lakais troad er c'hazarn, e tlee an deskarded sonerien sevel un tammig abretoc'h ar Meurzh hag ar Gwener, rak hervez ar reolenn ret e veze dezho diskenn er porzh da seizh eur, tapout pep a fuzuilh, mont ha dont, redek, lammat ha sailhat gant ar benveg-se war o skoaz, gourvezañ hag ober kement tra all itriket gant ur c'harter-mestr "sako" evel ma veze graet diouzh ar fuzulherien.

1954
Daveenn : VAZA p.83

Dre ma rankjemp sevel abred evit hon arnodenn, kerkent ha lonket koan e c’houlennis digant gwreg an ti pelec’h e oa hor c'hambr, rak ne oa nemet ur gwele evidomp hon-daou, hag ar vaouez-se, gant koef Fouenant war he fenn, da dreiñ war-du un tammig matezh oc’h ober stamm en he c’hoazez war ur skabell, ha da c'hourc'hemenn dezhi e galleg marzhus Rekourañs : "Alo 'ta Marie, lève ton cul de là pour montrer aux Messieurs !"

1954
Daveenn : VAZA p.79

Biskoazh n’am boa pedet gant kement a feiz hag a galon, ha biskoazh [sic] moarvat ne zegouezho din hen ober : lakaet am boa em penn [sic, em fenn] e vijen selaouet gant ar Werc’hez Vari, ha krediñ a rae din en divije truez ouzhin ar Mabig Jezus [Jezuz] bennozh d’erbedenn e vamm, ha ne fellje ket dezhañ ober ken abred ganin ur minor.

1954
Daveenn : VAZA p.43

Gallout a reer, kwita, bevañ mat[-]kenañ hep gouzout pet eur eo : abred a-walc’h e teuio an Ankou da skeiñ war va skoaz ha d’ober din va stal.

1954
Daveenn : VAZA p.99-100

Faezh e oa Soaz Sapeur o krial warnon : « Jarl, tremen poent eo dit mont da gousket, rak sevel abred az po d’ober warc’hoazh ! » Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez.

1955
Daveenn : VBRU p.21

Setu perak, ha ken abred, / On deut d'ar red d'ho kuzuliañ, / Ha tec'hout kuit ' vo deoc'h-c'hwi ret / Rak mennet int d'ho fuzuilhañ.

1960
Daveenn : PETO p59

D'ar sul da noz, avat, e-keit ha ma oad o sammañ e bourzh al lestr ar pezh a gasemp ganeomp, ar binasenn, ur c'hamion, ha meur a dra all, edomp o koaniañ e sal-debriñ an "Asie" hag a loc'has ac'hano war-dro un eur pe div eur noz evit bezañ e Libreville abred diouzh ar mintin.

1985
Daveenn : DGBD p43

Berz[h] bras a reas ha degemeret e voe an opus francigenum er broioù all, abred pe ziwezhat.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

Marteze e fizio Seimenis aferioù all ennout ken abred ha warc'hoazh pe kavout a ri ur c'huzulva alvokaded all.

2015
Daveenn : EHPEA p66

"Kavet ec'h eus un dra bennak pe abred eo c'hoazh?"

2015
Daveenn : EHPEA p37

Dav eo ober anv amañ deus un dra all : abred pe ziwezhat e vo embannet gant ur stourmer entanet ez eo ret sevel obererezhioù feulsoc'h-feulsañ peogwir e vez graet gant feulster (ha feulster bras a-wechoù) gant an enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p.66

Etimologiezh

Termen savet diwar an araogenn "a" hag an anv "pred" : a bred > abred.

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg