Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1850, 1943, 2013] Eus an hevelep koulz, a sav d'an hevelep koulz. Daou sevenadur kempred. Ar skrivagner-mañ zo kempred gant Jakez Riou. [2013] Bihan eo iliz-veur Kemper, diouzh muzul ar pep brasañ eus ilizoù kempred Europa. 2. A c'hoarvez war un dro. Daou zarvoud kempred. 3. Ent krenn. ISTOR. Eus ar maread zo o ren. An Istor kempred. Ur skrivagner kempred : a-vremañ. & (db. ar frouezh, al legumaj) [1850] Eus ar c'houlz-amzer o ren. Per kempred int.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

kempred

1850
Daveenn : GON.II pg kempréd (Qui est ou se fait en même temps, dans la même saison, à la même heure. Contemporain, qui est du même temps).

Kempred e oant.

1850
Daveenn : GON.II pg kempréd (Ils étaient contemporains).

Per kempred int.

1850
Daveenn : GON.II pg kempréd (Ce sont des poires de la même saison).

Hogen ne c'hell ket bezañ al luskadenn-se nevez a-walc'h (da lavaret eo raktal kentflandrek), rak goloet eo bet ar frailhenn gant gwiskadoù head (Gw. infra), kempred gant izelidigezh diwezhañ live ar mor, an hini he deus lakaet ar stêrioù da gleuzañ o naoz dindan al live a-vremañ.

1943
Daveenn : TNKN p23-24, notenn 19

Marteze ne vez ket anaoudek he gweladennerien a gement-mañ diwar an taol-lagad kentañ, pa welont he zalbenn meurdezus ha sinkl pergen, met bihan eo iliz-veur Kemper, diouzh muzul ar pep brasañ eus ilizoù kempred Europa.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399 p. 5

Evel pa lavarfe deomp ne fell ket dezhañ kaout darempred gant an amzer hiriv. Evel pa zistaolfe kement tra kempred a zo.

2015
Daveenn : EHPEA p348

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial