Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pennad amzer. Mont a reas da avelin e benn e-pad ur predad. DHS. boutad, frapad, herrad, koulzad, maread, prantad, reuziad, sachad, tachad, treuziad. 2. Dre ast. Hollad ar pezh a ya d'ober ur pred. Pignat a rae er gwez-derv da gutuilh ur predad mez. 3. Dre skeud. Kementad taolioù skoet gant ub. Reiñ ur predad da ub. [1944] Edo o vont da reiñ ur predad da Job, pe, d’an nebeutañ, da glask ober, pa welas Lom o lammat er stêr pa oa tostaet ar vag ouzh ar ribl. HS. gwiskad, roustad, saead.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Edo o vont da reiñ ur predad da Job, pe, d’an nebeutañ, da glask ober, pa welas Lom o lammat er stêr pa oa tostaet ar vag ouzh ar ribl.

1944
Daveenn : ATST p.110

P'emaout o paouez tapout ur predad flac'hadoù, gwelout ur maodiern pe ur sekretour Stad war skramm ar c'heleier a zo sin fall.

2015
Daveenn : EHPEA p146

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial