Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1732, 1850, 1931, 1955] A bep amzer. A-vepred omp bet mignoned. Mignoned a-vepred. [1955] A-vepred e oa bet ha da viken e vanje va zad den d’e sac’h e-unan, hag en gwirionez ken paour ha Job war e vern teil e veze neuze. HS. a-hed-ar-wech, a-holl-viskoazh, a-viskoazh.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

a-vepred

1732
Daveenn : GReg pg ancienneté, (dès le) berceau (dès sa plus tendre jeunesse)

a-vepred

1850
Daveenn : GON.II pg a-vépréd (Voyez "bépréd"), pg bépréd ou pépréd (de tout temps).

Bez’ ez eus anezho kanaouennoùigoù diniver ha danevelloùigoù a zo bet dezrevellet a-vepred gant mammoù Keltia d’o reoùigoù hag a vo dezrevellet ganto da viken.

1923
Daveenn : SKET p.40

a-vepred

1931
Daveenn : VALL pg (de toute) antiquité

A-vepred e oa bet ha da viken e vanje va zad den d’e sac’h e-unan, hag en gwirionez ken paour ha Job war e vern teil e veze neuze.

1955
Daveenn : VBRU p.4

A-benn ar fin, ha moarvat a-drugarez d’an amzer ha d’an avel / a gas ganto pep tra war o divaskell, e stagas ofiserien da reiñ d’ar veajourien o faperioù tremen-hent, hag a-greiz[-]holl e klevis unan anezho o veogal ar pezh a gave dezhañ e oa va anv : « Gospodin Karl Tremeilh ! emezañ, Karl Tremeilh ! » ha bez ’oa an taol-mañ war e dalfas ur mousc’hoarzh ken hegarat ha pa vijen bet e geneil a-vepred.

1955
Daveenn : VBRU p.39

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg