Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. [1927] Ken bras ha ken bras. II. Tr. ar. 1. [1927, 2015] A-VENT GANT UB., UDB. : ken bras hag ub., udb. Un toullig ruz digor en e gostez, a-vent gant ur real. Ma breur a oa a-vent ganit. Diaes eo reizhañ ul labour a-vent gant hemañ. [2015] Ur skinweler a-vent gant un urzhiataer kozh. & ROUEZ A-VENT DIOUZH UB., UDB. 2. [1867] A-VENT DA : Barrek a-walc'h, bras a-walc'h da gas tra pe dra da benn. [1867] Ur paotr a-vent da ziwall e aferioù.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus. Lammet gant e gilpenn, en tagañ, en dispenn, en diskolp' a-bezhioù, a oa micher Gwilhoù, panevet, a-raok e sammañ, oa ret outañ en em gannañ. Hogen ar c'hi a oa paotr a-vent da ziwall e gig gant e zent.

1867
Daveenn : MGK p7

a-vent gant

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (de même taille que)

a-vent

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (de même taille)

A-dal dezhe, war ur gador vihan, ur skinweler a-vent gant un urzhiataer kozh a zo enaouet met ar re-se ne sellont ket ouzh ar skramm.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial