Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(gant ur v. en e st. nac'h) Nep gwech, e nep mare. Ne c'hwite nepred war e daol. Ne gomzont nepred gant o amezeien. Ne dizho nepred ar pal-se. Ne lavarfent nepred komzoù a seurt-se. DHS. biken, birviken, biskoazh. HS. kammed, morse. ES. atav, bepred, dalbezh, dalc'hmat.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

Mar a'm gwarant va c'harantez, / Da vout en noz oc'h he c'hostez, / Wamm garet nepred.

1350
Daveenn : ABER niv. 69, 310

Grit din, Mari, Dre an goulioù / A eure outraj an tachoù, / Na zeuy, a ziwezh da zezraoù, / Nepred droukspered d'hon metoù.

1622
Daveenn : Do. p63

Vertuzioù an Agnus Dei. / Ez chas brun an c'hurunoù [ec'h argas strak ar gurun], / Ez efas naet ar pec'hedoù, / Ez vir ouzh an tan pep manier, / Skaf ha lestr a cheñch [a sach] a zañjer, / Ez vir [e] pep tu ouzh marv subit, / Droukspered kre a chas kuit, / Ez spont sklaer an adverserien, / Ez rent soulas d'an wreg vrazez, / O tont da c'henel en gwel spes, / Ez ro grasoù, ez vir ouzh [drouk]chañs, / Pa en zouger gant reverañs. / A vent, nepred, na doutet pas, / ken din eo an bihan hag an braz.

1622
Daveenn : Do. p58

nepred

1659
Daveenn : LDJM.1 pg nepret

ne evan nepred

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ie ne bois iamais

Enep den falstesteni, / Na gaou nepred na liviri.

1677
Daveenn : Do. p29

Da Wener kig na zibri ket, / Nag ivez da Sadorn nepred.

1677
Daveenn : Do. p31

derc'hel mat d'e opinion hep nepred diskregiñ

1732
Daveenn : GReg pg abonder

an ene ne varv nepred, na ne varvo bizviken

1732
Daveenn : GReg pg (l'ame est) essentiellement (immortelle)

ne baouez nepred

1732
Daveenn : GReg pg eternel (perpetuel)

An tan flamm eus an ifern a losk atav hep nepred reiñ an disterañ sklêrijenn.

1732
Daveenn : GReg pg flamme (Les flammes éternelles ne luisent point.)

nepred

1732
Daveenn : GReg pg fois (Aucune fois.)

an ifern kriz ha kruel ne zispeg nepred eveus ar pezh en devez ur wech lonket

1732
Daveenn : GReg pg (l') enfer (impitoïable ne rend jamais ce qu'il a une fois pris)

Nepred ne vez diwarnis e voursikod.

1732
Daveenn : GReg pg gousset (Il a toûjours le gousset garni.)

Nepred ne vank deomp ar c'hras eus a Zoue, hogen ni a vank alies dezhi, siwazh deomp !

1732
Daveenn : GReg pg grace (La grace ne nous manque jamais, mais nous manquons souvent à la grace.)

Warc'hoazh me a zistroio a-barfeted ouzh Doue, hag ar warc'hoazh-se ne erru nepred.

1732
Daveenn : GReg pg demain (Demain je me convertirai, & ce demain n'arrive pas.)

Un den fur ne dle nepred lavarout ar pezh en deus klevet e ti ar re all.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « Un homme sage ne doit jamais dire ce qu’il a entendu chez les autres ».

nepred

1850
Daveenn : GON.II pg morsé

Ne vale nepred hep e vataraz.

1850
Daveenn : GON.II pg bataraz (Il ne marche jamais sans sa massue).

Nepred ne ran kement-se.

1850
Daveenn : GON.II p.87, "Jamais je ne fais cela".

nepred

1850
Daveenn : GON.II pg bikenn, biskoaz, kammed, morsé, nép (-trô), népréd, né-préd

nepred ne ran kement-se

1850
Daveenn : GON.II pg népréd, né (-préd)

Ur plac'h yaouank na dle nepred ankounac'haat an dereadegezh.

1850
Daveenn : GON.II pg déréadégez (Une jeune fille ne doit jamais oublier la décence).

nepred

1850
Daveenn : GON.II pg népréd, né-préd

Meur a wech em eus pedet a-greiz-kalon, a gav din : nepred ne zilezan va fedennoù ; ne gredan ket evelato e ve biskoazh deuet eus va c’halon ur bedenn ker c’hwek hag an hini a ris en abardaevezh-se e koad Kervengi.

1878
Daveenn : EKG.II p.11

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.12

Un Aven-veur eo, dezhi kresk ha digresk, nemet da hesk a-benn hiziv n’ez eas nepred.

1923
Daveenn : SKET p.81 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 81, lin. 5, e lec’h « n’ez eas » lenn « ne deas »").

[H]ag, o vezañ m’oa deut ar bed disheñvel d’an dud, ne zeuas nepred war spered nikun advevañ ur c’hiz bet digemeret hepken da heul enkderioù dibadus.

1923
Daveenn : SKET p.46

Kaerderioù nevez atav a zizolofes ennañ, hep dont da skuizhañ nepred gant e vurzhudoù.

1923
Daveenn : SKET p.73

Honnezh, avat, eo dreistelezh an doueed : ne goshaont nepred, nag a gorf, nag a galon, nag a spered.

1924
Daveenn : SKET.II p.14

E c’hoar hor gwallgas aliezik, ar Marv avat n’her gra nepred.

1924
Daveenn : SKET.II p.44

nepred

1931
Daveenn : VALL pg aucun

Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial