Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

LENN. (dirak un ak. en e furm unan) 1. (gant ur v. er st. nac'h ; db. an dud, an traoù) Ger a dalvez da verkañ n'eus den, tra ebet. Nep den all n'en deus klevet ar c'heloù. Eno ne gresk nep gwezenn. Nep gwech : gwech ebet. Ned a da nep tu : da neblec'h. E nep keñver : e keñver ebet. [1924] Bilzig n’en devoa bet nep perzh el laeroñsi. DHS. ebet, tamm. ES. pep. 2. Ne vern pe. Se a c'haller ober da nep mare eus ar bloaz. Setu ur son a blij din muioc'h eget nep hini all.

Skouerioù istorel : 
62
Kuzhat roll ar skouerioù

gwamm garet nepred

1350
Daveenn : ISYK.I p107

netra

1499
Daveenn : LVBCA p150 (rien)

nep den

1499
Daveenn : LVBCA p53, 150 (nul homme)

nep manier

1499
Daveenn : LVBCA p138, 150 (nullement, en nulle manyere)

netra

1499
Daveenn : LVBCA p150 (nulle-chose)

Lesanvet vezo hep nep gaou / Geneomp-ni ivez en dezraoù, / Hervez e zoktrinoù laouen : / Dirak pep unan kordial, / Rak e zoktrin ouzh pep skandal : / Ha droug a vir kalon pep den.

1575
Daveenn : M. p34

« [H]ogen ar verc'h yaouank-mañ, pe dre heni ez komps ar speret a Zoue, hevelep omp lakaet ganti en admirasion na gredomp ha na c'hellomp e nep feson lavaret tra erbet a-enep he doue Jezuz-Krist. »

1576
Daveenn : Cath p14

« Ha me a gontragnez hep nep sperañs a saler da gombatiñ oute, hogen Jezuz-Krist pehini eo sperañs ha kurun ar re a stourm evitañ, hennezh am rekompañso hag em salero[. »]

1576
Daveenn : Cath p13

11. Pan welas Kaezar na c'halle ket e nep manier rezistañ d'an c'houvizegezh anezhi ez c'hourc'hemenas sekretamant dre lizheroù ez teuzie an holl c'hramerianed hag an holl oratored inkontinant d'an gêr a Aleksandri hag en oz devi[z]e prezantoù bras, nemet ez c'hallsent faezhañ un werc'hez emparlet, dre o rezonoù hag o c'homzoù[.]

1576
Daveenn : Cath p10-11

6. Piv eo ar C'hristen[,] nep hini, / A galon ken divelkoni, / Pa soñjfe er glac'har a Vari, / Na ve keuziet, na lakait si ?

1622
Daveenn : Do. p60

10. Grit din ivez kaout feiz vras / Da garet Doue neb am c'hroueas. / Nep droug en vro na c'hallo noaz[out] / D'an holl gristenien a brenas

1622
Daveenn : Do. p61

nep

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quiconque

war nep tro

1659
Daveenn : LDJM.1 pg nullement

e nep feson

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aucunement, nullement

nep den

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aucun, nul

M. Ha tout de memes eo eus ar sacramanchoù all ? D. Ya, rak piv bennak a resev nep sakramant a binijenn, a bec'h marvelamant.

1677
Daveenn : Do. p47

neb zo endan guzh

1732
Daveenn : GReg pg fugitif (-ive, errant, caché, pour crimes, ou pour dettes)

hep nep abeg

1732
Daveenn : GReg pg gaité (De gaieté de coeur, de propos deliberé, sans sujet.)

e nep tu

1732
Daveenn : GReg pg aucun (en aucun lieu), (de tous) côtez

e nep lec'h

1732
Daveenn : GReg pg aucun (en aucun lieu)

e nep lec'h

1732
Daveenn : GReg pg aucun (aucun, nul)

e nep feson

1732
Daveenn : GReg pg aucun (en aucune façon)

lakaat da nep tra

1732
Daveenn : GReg pg anénantir

hep nep tra

1732
Daveenn : GReg pg (sans aucune) chose (qui n'a rien)

Ur mab eo n'en deus aon a nep tra all.

1732
Daveenn : GReg pg determiné (C'est un déterminé.)

dre gaer pep tra, ha dre nerzh nep tra

1732
Daveenn : GReg pg (tout par) douceur (& rien par force)

hep nep redy

1732
Daveenn : GReg pg (sans nulle) contrainte, familiarité, force (Sans force, sans contrainte.)

dre redi pe dre nep redi

1732
Daveenn : GReg pg force (De gré, ou de force.)

Ne grougin ket Richad na nep den all ebet : Komandit din traoù all hag e voc'h servijet.

1848
Daveenn : BPMe p292

nep hini

1850
Daveenn : GON.II p.28, livre premier, "aucun, aucune".

Nep den

1850
Daveenn : GON.II p.28, livre premier, "personne".

Nep tro ne ran kement-se.

1850
Daveenn : GON.II p.87, "Jamais je ne fais cela".

N'em eus kavet nep hini / hini ebet / hini eus ar re a glasken.

1850
Daveenn : GON.II p.76

e nep tu, e nep lec'h

1850
Daveenn : GON.II pg nép, néb

e nep kiz

1850
Daveenn : GON.II pg nép, néb

nep den

1850
Daveenn : GON.II pg nép (-dén), nép (-hini)

nep tro

1850
Daveenn : GON.II pg nép (-trô), népréd, né (-préd)

Oc'h [ouzh] mil den a zimez, da vihanañ nav c'hant / Ne gemeront na skouer nag ali e nep lec'h, / Ha da noz o eured o devez keuz war-lerc'h.

1867
Daveenn : MGK p74

O-daou ez ejont kuit : hennezh ne voa desket, / Disprizet gant an holl, en dienez vrasañ, / Ne gavas e nep lec'h dor zigor, tamm bara.

1867
Daveenn : MGK p124

Ur beleg katolik a zo un evn gwenn ervat ; Hiriv ’mañ el lanneg, warc’hoazh e vo er c’hoad ; Disul en un neizh pig, dilun en un neizh bran, Hag el lec’h ma tebr lein ne zebr nep tro e goan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.101

Atav e kavent, evit dont a-benn eus o zaol, un abeg bennak ; rak an nep en eus c’hoant da lazhañ e gi a gav atav ur c’hleñved bennak dezhañ : ma ne gav ket en un tu e kavo en un tu all ; ma ne vez ket kavet a-gleiz e vezo kavet a-zehou.

1877
Daveenn : EKG.I. p.3

A-raok mont er-maez eus an ti, ar c’habiten a zistroas ouc’h Anna ha Mari, en u[l] lavaret dezho : — Krenañ a dle war e dreid an nep piv bennak a zisent ouc’h ar Republik ; hag ar Republik a zifenn reiñ golo d’ar veleien pennoù-fall a ya enepti ha ne heuliont ket he lezenn.

1878
Daveenn : EKG.II p.181

Anat dezhañ diwar-se ez oa spesoù, nemet ez oant spesoù dinoaz, e nac’has klask adarre e nep doare digeriñ emziviz ganto ; e venoz a reas, avat, d’o skorañ kement ha ma c’hellje den krouet hen ober.

1923
Daveenn : SKET p.115

Rak an dibab eus yaouankiz ar vro-Wenn eo, hep nep gaou, a loc’has neuze eus ar Sav-heol d’ar C’huzh-heol.

1923
Daveenn : SKET p.138

Bez’ e voe an amzer-se, gouez da Zezrevell an nav rummad gwenvidik, an amzer « ma c’halle Grêna, merc’h skedus an neñv, o treiñ he selloù glan war-du ar Sterenn, arvestiñ a-hed an deiz, hep skuizhañ, ouzh Douar ar renerien leun a enor, ar wazed kalonek hag eeun, ar gwragez gwirion hag ar merc’hed fur, ouzh ar vro-Wenn na veze kaset da benn enni nep gwallober gouest da ziskediñ sklaerder an deiz ha da saotrañ santelezh an heol (1). »

1923
Daveenn : SKET p.68-69

Merc’hed yaouank gouenn Vanos n’em eus ket touellet, n’em eus ket gwallet ; n’em eus kammc’hraet outo e nep giz.

1923
Daveenn : SKET p.71

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.12

Hag eñ hag ar person o deus klevet penn-da-benn an doare, klevet ivez penaos Bilzig n’en devoa bet nep perzh el laeroñsi ; debret en devoa bet ur berenn, gwir eo, met skañv e oa e bec’hed, kri ar binijenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Mont a ri ganti en donvor oc’h ober hent ez eeun razout war-du ar c’hornog, e roud an heol, ken na zigouezhi gant un douar-bras meneziek, koadek, gouez, bevennet diouzh tu ar mor gant tornaodoù maen du, uhel, serzh, hep ouf, na traezh, na nep doare porzh ouzh o zreid.

1924
Daveenn : SKET.II p.37

nep unan

1931
Daveenn : VALL pg aucun

nep tro

1931
Daveenn : VALL pg aucun

hep nep mar

1931
Daveenn : VALL pg apparemment (sans doute)

e nep giz

1931
Daveenn : VALL pg aucun

nep hini

1931
Daveenn : VALL pg aucun

Ret eo, dreist-holl, e lârfen ne oa nep kure e Gouezeg d'an ampoent. An aotrou beleg Bozeg, ginidik eus Lotei, o terc'hel kent ar garg-se er barrez, a oa o vevañ en harlu, e Bro-Spagn, pa voe lazhet ar person.

1960
Daveenn : PETO p9

Nep prof ne gouezh er plad en iliz dilezet / Servichoù ne vez ken, nag annueloù bras.

1960
Daveenn : PETO p32

N'emañ ket, d'am meno, o tareviñ freuz ; / Ne venn, o kuzhat, 'met mirout e vuhez. / Amañ kuñv ha sioulik, ' vez atav dezhañ, / Ha ne glever morse nep droug anezhañ.

1960
Daveenn : PETO p37

O touiñ 'kreden, netra ken, / E oa d'am farrez 'vit he mad, / Mad ar gristenien 'm eus da ren ; / Nep abeg all n'em boa d'am grad.

1960
Daveenn : PETO p28

Em iliz, den ne brof er plad ; / Nep kristen ganet war he zro. / Ha ma boujedenn zo ken plat / Ma n'eus ket paouroc'h 'barzh ar vro.

1960
Daveenn : PETO p28

Ha ne 'm eus ket zoken re a gaz ouzh ar ouenn verien du-se a vez atav o vevañ war an hevelep gwezennig (Barteria soyauxii an ano anezhi) hag e nep lec'h all ebet, hag a zo brudet ken fall koulskoude.

1985
Daveenn : DGBD p130

Nann Aotrou, an dra-se dindan ar maskl ne oa ket an Dr Jekyll, tamm ebet - Doue 'oar petra e oa, hogen nann, ne oa ket an Dr Jekyll e nep doare.

2012
Daveenn : DJHMH p.68

M'emañ atav er vro, arabat e achapfe ouzhomp war nep digarez, ken e vefe ret deomp klask warnañ gant Interpol.

2015
Daveenn : EHPEA p385

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial