Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Eus Rusia, a denn da Rusia. An dispac'h rusian. [1954] El lenn vras, o devoa taolet eor e[n]-dro d’ar Standart ha d’ar Verite kaerañ listri Bro-C’hall, hobregonet ha rederien, un dek bennak anezho, hag un tammig a-dreñv, bez ’oa un eil gelc’h ken stank all, listri skouadrenn ar Mor Baltel, ha pelloc’h c’hoazh, ur c’helc’h ouzhpenn, listri gall pe rusian, tarzherien ha distrujerien [...].

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

A daolioù kanol ken ma findaone e stagas ar skouadrenn rusian koulz hag ar c’hreñvlec’h da hetañ dimp donedigezh vat, ha kredet ho pije e oa ur c’hrogad start war vor o paouez tarzhañ, rak gant kemend-all a herr e rae ivez cholori hol lestr ; unan ha kant tenn evit e Veurded, hag unan warn-ugent ouzhpenn da drugarekaat ar ganolierien war zouar, ha ne gomzan ket eus blejadeg fromus n’ouzon ket pet mil martolod rusian ha gall o krial a-heligentañ : Hurrah ! hurrah ! hurraaaaah ! ken ma ’z oant holl war var da vougañ, nag eus koagadeg an evned-mor o tarnijal a-vagadoù, spouronet gant an drouz hag ar moged.

1954
Référence : VAZA p.158

El lenn vras, o devoa taolet eor e[n]-dro d’ar Standart ha d’ar Verite kaerañ listri Bro-C’hall, hobregonet ha rederien, un dek bennak anezho, hag un tammig a-dreñv, bez ’oa un eil gelc’h ken stank all, listri skouadrenn ar Mor Baltel, ha pelloc’h c’hoazh, ur c’helc’h ouzhpenn, listri gall pe rusian, tarzherien ha distrujerien, ha noz[-]deiz e veze war vourzh ar re-mañ gedourien gouest d’ober diouzh ma tegouezhje, ha d’enebiñ raktal ouzh ur gwall-daol na vije moarvat biken anezhañ.

1954
Référence : VAZA p.183-184

An daou zen harpet ouzh ar bourzh a oa va c'henbeajourien, an daou ijinour a orin rusian.

1985
Référence : DGBD p12

Varvara Belolubskaya kelennerez war ar rusianeg hag al lennegezh rusian

2014
Référence : MINOB p15

L'Office public de la langue bretonne