Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Yezh slavek zo boaziet e Rusia. Ar muiañ komzet eus ar yezhoù slavek eo ar rusianeg. 2. Termen a dalvez da aroueziñ un ober, un obererezh, ur garg dalc'het gant un den, a denn d'ar yezh end-eeun. Ur geriadur rusianeg.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

"rusianeg" g.

1924
Référence : SKET.II p.140 « Geriadurig », "Russe (langue)".

Un deiz da zont, n'hello ket ar genwerzhourien tremen hep deskiñ ar rusianeg.

1954
Référence : VAZA p.127

Bloavezhioù goude, pet ha pet gwech n’eo ket degouezhet din lenn ar gazetenn da hanternoz ha diwezhatoc’h c’hoazh em liorzh Borovitchi, ur gêrig etre Moskov ha Sankt-Peterburg ! Biélaya notch, an nozvezh wenn, hervez ma lavarer e rusianeg.

1954
Référence : VAZA p.172

Voda a zo dour e rusianeg, ha Vodka, dourig, a zo ur ger karantezus ; Breizhiz a ra ivez lagout, jigodenn, hini beuz, Marc’harid hag all diouzh ar gwin-ardant.

1955
Référence : VBRU p.35, notenn 1

Difennet mat e voe bet dimp e rusianeg, e galleg, en alamaneg hag e saozneg mont e-maez war[-]zigarez netra, ha piv bennak, Aotrou pe Itron, a felle dezhañ pellaat… el lec’h m’ouzoc’h a dlee goulenn aotre digant un archer, ha mont a rae hemañ gantañ betek ar privezioù, met daoust hag en em silañ a rae ivez e-barzh da heul ar paour kaezh, pe well e veze gantañ chom d’ober ged en trepas, se ’vat n’ouzon ket.

1955
Référence : VBRU p.33

Varvara Belolubskaya kelennerez war ar rusianeg hag al lennegezh rusian

2014
Référence : MINOB p15

Note d'étude

S.o. "ruseg"

L'Office public de la langue bretonne