Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Arm zo anezhañ un troad hag ul lavnenn hir, eeun pe gromm he beg, un dremm hepken outi. Un taol sabrenn. Fuzuilhoù ha sabrennoù. [1954] Eno, e troas e penn ur « samouraï » trelatet skeiñ gantañ un taol sabrenn, ha muntret e vije bet moarvat an tzarevitch panevet d’e vignon, mab roue Gres, a lazhas an torfedour gant un tenn pistolenn. HS. fleured, kleze.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

An Itron Le Guen a savas d’ar solier ; ar soudarded a savas war he lerc’h hag o sabrinier a ziridigne, dre ma’z aent, en ur stekiñ ouc’h o divesker.

1878
Référence : EKG.II p.224

Ar valtouterien gant o fuzulioù, o sabrinier, o fistolennou, a daole evezh mat.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027 (Gouere-Eost 1924)

Ac'hanta, e-pad va femp bloaz martolod, gwech ebet n'am eus stoket nag ouzh fuzuilh, nag ouzh sabrenn pe vaionetezenn.

1954
Référence : VAZA p.83

Bez’ e oa e[-]pign ouzh e c’houriz un tammig gourgleze a daou veudad, met mar bije bet gantañ ur sabrenn evel hini an ofiserien ouzh e ambroug, kalz brasoc’h egetañ e vije bet ar benveg-se.

1954
Référence : VAZA p.132

Eno, e troas e penn ur « samouraï » trelatet skeiñ gantañ un taol sabrenn, ha muntret e vije bet moarvat an tzarevitch panevet d’e vignon, mab roue Gres, a lazhas an torfedour gant un tenn pistolenn.

1954
Référence : VAZA p.159

Étymologie

Deuet eus ar galleg dre un amprestadenn digant an alamaneg "Säbel" e-tro ar XVIvet kantved. Ar ger-mañ a zo bet tapet e-unan diwar an hungareg "szablya", un ostilh da droc'hañ traoù (diwar ar verb "szabni" (troc'hañ). Diwar-se, an distagadur [ˈzablən] a c'hall bezañ klevet a-wechoù.

L'Office public de la langue bretonne