Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Pezh a ouzhpenner ouzh udb. all evit e hiraat pe e glokaat. Lakaat un astenn da, ouzh e vragoù. Un astenn a oa bet lakaet d'an daol. & (impl. da anv hollek.) Al levrig-se zo tennet, war-bouez un tamm astenn, eus unan all bet skrivet pell zo. & Trl. skeud. (db. ar merc'hed) Lakaat un astenn d'he zavañjer : bezañ dougerez. 2. Astenn tredan : neudenn dredan a lakaer ouzh unan all evit he hiraat. 3. Pennad amzer a aotreer ouzhpenn an amzer lakaet. Astenn c'hoari : a ouzhpenner e dibenn ur c'hrogad sport, un abadenn bnk. 4. Astenn arc'hant : astenn a-stlej sammad arc'hant a baeer pe a brester a-raok an termen lakaet evit e baeañ. Aotren un astenn da ub. II. H.g. A. Perzh udb. a c'hall bezañ hiraet, zo o hiraat. An danvez-se zo astenn ennañ. Astenn zo en deiz. B. Tr. adv. 1. (db. an traoù) WAR ASTENN : a c'hall bezañ astennet. Un daol war astenn : a c'hall bezañ astennet diouzh an ezhomm. & WAR ASTENN-DIASTENN : a c'hall bezañ hiraet ha berraet diouzh an ezhomm. 2. (db. an arc'hant) WAR ASTENN : war gampi. Reiñ, postañ, prestañ war astenn : reiñ, postañ, prestañ arc'hant war gampi.

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

astenn

1732
Référence : GReg pg allonge

astennoù

1732
Référence : GReg pg allonge

lakaat un astenn ouc'h ul lostenn

1732
Référence : GReg pg allonge

Un astenn zo en ho sae.

1850
Référence : GON.II pg astenn (Il y a une allonge à votre robe).

astenn

1850
Référence : GON.II pg astenn (allonge, pièce qu'on met à un habit, à un meuble, pour l'allonger), heñted

un astenn a lekeot da'm brozh

1850
Référence : GON.II pg brôz

En ur fraoñval e tec’has an dared lugernus ; treuzdidreuziñ a reas askre Derkeia, hag o tizhout en a-dreñv dezhi he div c’hoar, o skoas o-zeir war astenn er geot.

1923
Référence : SKET p.113

astenn : diweuz tev war astenn

1924
Référence : SKET.II p.117 « Geriadurig », "Des lèvres épaisses et saillantes".

astenn

1927
Référence : Geri.Ern pg astenn

kemer war astenn

1927
Référence : GERI.Ern pg astenn

astenn termen

1931
Référence : VALL pg atermoyer

astenn

1931
Référence : VALL pg allongement

astenn arc'hant

1931
Référence : VALL pg avancer

Kalz donoc'h ha kalz pelloc'h alies diouzh an Douar-Bras eget astennoù an aberioù ha re ar fiordoù e kaver, un tammig dre-holl dre ar bed, traoniennoù beuzet all o voulc'hañ torrod-meur an Douar-Bras.

1943
Référence : TNKN p54

Ober un tammig moged dirak an telt a vire outo da zont betek ennoc'h, rak ar moged a c'hoarie an dro dindan astenn an telt en diavaez, hep direnkañ an hini a veze ouzh taol dirak antre an telt.

1985
Référence : DGBD p133

Er c'hontrol eo bet kendrec'het ar saotrerien industriezhioù lous, al labourvaoù a-du gante, al lobioù gwallus, ar soudarded kuzhet a-drek o sekredoù hag ar pennoù bras tapet e gwall pa'z aent a-enep interestoù ar brasañ niver e vefe bet gwashoc'h dezhe reiñ muioc'h a bouez d'an obererezhioù-se o reiñ astenn dezhe gant prosezioù.

2015
Référence : DISENT p156

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux