Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

v.k.e. I. 1. Gronnañ (ub. marv) gant ul lienenn. Lezit tud ar bed da sebeliañ o re varv. & Lienenn-sebeliañ : lienenn a dalvez da sebeliañ ub. HS. lienañ. 2. Dre ast. Beziañ. Pelec'h eo bet sebeliet korf ar roue Gradlon ? & Trl. skeud. Sebeliañ ub. en ifern : teuler, kas ub. d'an ifern. Ar fals pinvidig a voe sebeliet en ifern. HS. douarañ, interiñ. II. Dre skeud. 1. (db. ar mor, an doueed) Goleiñ (ub., udb.) penn-da-benn hag e gas da get gant nerzh ar gwagoù. An aotrou o sebelias e-kreiz ar gwagoù. Ar mor dirollet a spegas en o bigi hag o sebelias holl. & Dre ast. Beuziñ. Jobig zo bet darbet dezhañ bezañ sebeliet el lagenn. DHS. gouelediñ. HS. islonkañ, lonkan. 2. (db. ar gouelioù, al lienennoù, h.a.) Goleiñ (udb.) penn-da-benn en un doare tonius. Ur vantell wenn a sebelie toenn an iliz-veur.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

sebeliet

1499
Référence : LVBCA p180 (enseueliz)

sebeliañ

1499
Référence : LVBCA p180 (enseuelir)

[...] ha neuze an aelez a kemeras he korf hag en dougas betek menez Sinai (goude ugent devezh kerzhed ac'hane) hag eno en sebeilhjont enorablamant, [...]

1576
Référence : Cath p24

18. Pan oa sebeliet o c'horfoù gant ar c'hristenien ez lavaras an tirant Sezar d'ar werc'hez santez Katell : [«] O gwerc'hez nobl hag ekselant az pezet truez ouzh da yaouankted[! »]

1576
Référence : Cath p15-16

Inkontinant, Porfirius en em brezantas dirazañ en ul lavaret[ : «] Me am eus sebeliet korf ar rouanez, gwir servijerez da Jezuz-Krist hag am eus recevet ar feiz a Jezuz-Krist[. »]

1576
Référence : Cath p22

Hag neuze en he c'hasas ar vistred e-maez ar site ha gant tenailhoù houarn ez trouc'hjont he divronn, ha goude-se en he dispennjent, he c'horf a voe sebeliet gand Porfirius.

1576
Référence : Cath p22

sebeliañ

1659
Référence : LDJM.1 pg enseuelir

M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.

1677
Référence : Do. p11-13

List tud ar bed, pere pegement bennak ma seblantont bezañ bev, a zo kouskoude marv hervez an ene, list-o da sebeliañ o re varv; eme hon Salver en aviel.

1732
Référence : GReg pg (laissez aux morts le soin d') ensevelir (leurs morts, dit Jesus-Christ)

sebeliañ

1732
Référence : GReg pg ensevelir (enveloper un corps mort dans un drap; enterrer)

sebeliañ

1850
Référence : GON.II.HV pg sébélia

An eil kevrenn, en enep, eus 700 da 500, a zo paot enni traezoù-kinklañ a zoare lies-kenañ ; aour a zo er bezioù e stumm troioù-gouzoug, kleierigoù-skouarn ; listri gresiek pe etruskek en arem pe bri a gaver ivez ; bez’ e stagont da sebeliañ o re-varv e kirri lorc’hus (Déchelette, op. cit., II, eil kevrenn, pp. 618-623).

1923
Référence : SKET p.147 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Ene Herri an hini eo, ha netra ken. Ar pezh hon eus d’ober eo klask e gorf ar buanañ ar gwellañ, ha sebeliañ anezhañ en un douar kristen. Neuze e vo peoc’h d’e ene.

1944
Référence : ATST p.84

Da c'houde, Gaid, e kambr pe sal, / ' Vo lien gwenn d'e sebeliañ / Evit ervat e geheliañ.

1960
Référence : PETO p80

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux