M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.
An eil kevrenn, en enep, eus 700 da 500, a zo paot enni traezoù-kinklañ a zoare lies-kenañ ; aour a zo er bezioù e stumm troioù-gouzoug, kleierigoù-skouarn ; listri gresiek pe etruskek en arem pe bri a gaver ivez ; bez’ e stagont da sebeliañ o re-varv e kirri lorc’hus (Déchelette, op. cit., II, eil kevrenn, pp. 618-623).
Ene Herri an hini eo, ha netra ken. Ar pezh hon eus d’ober eo klask e gorf ar buanañ ar gwellañ, ha sebeliañ anezhañ en un douar kristen. Neuze e vo peoc’h d’e ene.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
sebelier